Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Dugelezh-veur Toskana |
Anv e yezh-vamm an den | Ferdinando I de' Medici |
Anv-bihan | Ferdinando |
Anv-familh | Medici |
Titl noblañs | grand duke |
Deiziad ganedigezh | 30 Gou 1549 |
Lec'h ganedigezh | Firenze |
Deiziad ar marv | 3 C'hwe 1609 |
Lec'h ar marv | Firenze |
Lec'h douaridigezh | Cappella dei Principi |
Tad | Cosimo Iañ de' Medici |
Mamm | Eleonora di Toledo |
Pried | Cristina di Lorena |
Familh | Tiegezh Medici |
Yezhoù komzet pe skrivet | italianeg, latin |
Micher | beleg katolik, politiker, patron of the arts |
Tachenn labour | Politikerezh, governance, art patronage |
Karg | cardinal-deacon |
Lec'h labour | Firenze, Roma |
Statud sokial | nobl |
Relijion | Iliz katolik roman |
Perzhiad e | 1565–66 papal conclave, 1572 papal conclave, 1585 papal conclave |
Perc'henn war | Medusa |
Deskrivet dre | Statue to Ferdinando I de' Medici |
Oberennoù zo en dastumad | Städel Museum |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Ferdinando Iañ de' Medici ( Firenze 1549-1609) a voe Kardinal eus an iliz katolik ha dug-meur Toskana war-lerc'h e vreur Francesco Iañ de' Medici.
Mab e oa da Cosimo Iañ de' Medici ha da Eleonora di Toledo.
Dimeziñ a reas da Cristina di Lorena
Ferdinando a oa c'hwec'hvet bugel an dug-meur Cosimo Iañ de' Medici ha Eleonora di Toledo, merc'h da Don Pedro Alvarez de Toledo, besroue spagnol rouantelezh Naplez. Anvet e voe da gardinal e 1562, d'an oad a 14 vloaz, kerkent goude marv e vreur kardinal Giovanni.
E Pisa e varvas e vamm Eleonora gant ar malaria, hag ivez e vreudeur Giovanni ha Garzia, ha ne chomas nemetañ bev. Diwezhatoc'h e voe taget gant an droug-skevent.
Ren a reas Ferdinando Iañ e Dugelezh-veur Toskana war-lerc'h e vreur Francesco Iañ de' Medici adal 1587, pa oa 38 bloaz.
E Roma, evel kardinal, en devoa Ferdinando diskouezet e oa ur merour ampart.
Mirout a reas ar garg a gardinal pa voe lakaet da zug-meur, met, en arbenn d'an Dierniezh, e rankas dilezel ar garg da zimeziñ da Cristina di Lorena e 1589.
Pa varvas e 1609, en devoa pevar bugel. An henañ e oa Cosimo II de' Medici, a renas adal e 19 vloaz. E verc'h Claudia (1604-1648) a zimezas da Federico Ubaldo, dug Urbino, ha goude intañveziñ ec'h addimezas da Leopold V Aostria.
E meur a zoare e reas Ferdinando Iañ ar c'hontrol-fed eus e vreur Francesco a-raokañ. Un den eeun ha brokus e oa, ha ren a reas hep garventez.
E vab henañ Cosimo II de' Medici a renas war e lerc'h.
E deroù ar XVIIvet kantved e soñjas Ferdinando Iañ mont da grouiñ ur rouantelezh da Afrika, met a-benn ar fin e troas e selloù war-du Brazil, ma klaskas kas da benn un arnod trevadenniñ en Amerika[1].
D'an 30 a viz Eost 1608 e resevas ul lizher a-berzh an ijinour firenzat Baccio da Filicaia, a oa e Lisbona. El lizher e tisplege an abegoù ma oa trevadenn bortugalat Brazil o vont da fall. Daous da se, miz goude, setu Ferdinando o paramantiñ ur garavellenn hag un dartanenn e porzh Livorno, hag o fiziout er c'habiten saoz Thornton[2].
Pa zistroas ar "Santa Lucia", galion Thornton da Livorno e 1609 eus e droiad da Amazonia e klevas e oa marvet Ferdinando Iañ abaoe un nebeud mizioù hag e oa echu gant hunvre an trevadennerezh dindan an dug-meur nevez Cosimo II, pa oa prest da gas tud eus di Livorno e Lucca da Suamerika, da lec'h m'emañ Gwiana c'hall hiriv. Distroet e oa Thornton gant dafar ac'hano, broiz ha laboused[3]- goude bezañ diskennet en Enez Trinidad.
D'ar 7 a viz C'hwevrer 1609 e varvas an dug-meur hag e Firenze ne soñjas den ebet ken e sevel un drevadenn tramor .[2]
Nav bugel o doe Ferdinando ha Cristina di Lorena: