Bruno-Paulin-Gaston Paris, bet ganet d'an 9 a viz Eost 1839 en Avenay-Val-d'Or (Marne) hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Meurzh 1903 e Canas (Alpoù-an-Arvor), a oa ur c'hrennamzerour gall hag ul lizheregour arbennik war ar yezhoù romanek.
E-touez ur bern oberennoù savet gantañ e voe embannet Les Romans en vers du cycle de la Table ronde e 1887 ha Tristan et Iseut e 1894.
Dilennet da ezel eus an Académie Française d'an 28 a viz Mae 1896 da erlec'hiañ Louis Pasteur (1822-1895) e voe degemeret enni ent ofisiel d'an 28 a viz Genver 1897. Labourat a reas er bodad a rae war-dro ar Geriadur gall.