George Gershwin a oa ur sonaozour ha pianoour stadunanat, bet ganet d'ar 26 a viz Gwengolo 1898 e Brooklyn, New York, ha marvet d'an 11 a viz Gouere 1937 e Hollywood, Los Angeles, Kalifornia.
Yuzevien a-orin eus Sant-Petersbourg e Rusia e oa e dud.
E-unan en doa desket Gershwin o seniñ ar piano, ha pianoour laz-seniñ e voe e Broadway. E vreur Ira Gershwin a skrive pozioù evitañ. Kenlabouret o doa an daou vreur, oc'h aozañ sonerezh ha kanaouennoù a zo deuet da vezañ brudet-kenañ, da skouer Summertime bet kanet gant Ella Fitzgerald ha Louis Armstrong, ha kanet goude gant un toullad kanerien all betek an deiz a hiziv.
Bras eo levezon ar jazz war oberennoù George Gershwin. War un tu e oa Gershwin maget gant tonioù hengounel yidek ha rusianek, ha gant sonerezh poblek eus Amerika evel ar ragtime, ar blues hag ar gospel ; war an tu all e oa sod gant sonaozourion klasel e-giz Bach, Mozart, Chopin, Liszt ha Ravel[1].
Berzh en-doa graet Gershwin gant e ganaouennoù, ha pedet e oa da aozañ sonerezh evit arvestoù seniñ Broadway, hag ivez evit ar sinema.