Gheorghe Zamfir, bet ganet d'ar 6 a viz Ebrel 1941 e Găești (Roumania), a zo ur sonaozer ha soner roumanat.
Ur mailh eo war an nai, fleüt pan hengounel Roumania. A-drugarez d'ar benveg-mañ eo e teuas brud dezhañ pa voe dibabet da soner muzik orin ar filmoù Le Grand Blond avec une chaussure noire (Yves Robert, 1972) ha Le Retour du grand blond (Yves Robert, 1974) savet gant ar sonaozer roumanat Vladimir Cosma (1940-).
Adalek 1972 e kemeras perzh Zamfir en un nebeud filmoù evel aozer ar sonerezh orin anezhe :