Gwellañ kant levr ar c'hantved zo ur roll levrioù embannet en nevezamzer 1999, savet gant ar Fnac hag ar gazetenn c'hallek Le Monde, hag a vije gwellañ kant levr an XXvet kantved.
Dagentañ e oa bet savet ur roll 200 levr gant levrdiourien ha kelaouennerien, ha goulennet e oa bet goude ouzh 17 000 Gall mouezhiañ da respont « pet levr aoa chomet en o eñvor? »[1].
E-touez ar 100 levr-se e kaver koulz romantoù ha barzhoniezh, pezhioù-c'hoari ha levrioù bannoù-treset.
Un arnodskrid zo bet savet gant ar skrivagner-mondian Frédéric Beigbeder, Dernier inventaire avant liquidation, ma skriv e kav dezhañ eo un tamm gall e vegel. Un tamm bras zoken ma keñverier gant Ar c'hant gwellañ levr a-viskoazh.