Gwenc’hlan ar Skouezeg (Heol Loïc Gwennglan Le Scouëzec er marilhoù-kêr), bet ganet d'an 11 a viz Du1929 e Ploueskad hag aet d'an Anaon d'ar 6 a viz C'hwevrer2008 e Brasparzh, a voe ur mezeg hag ur skrivagner, savet gantañ meur a levr e galleg diwar-benn an drouizelezh, an exoteregezh, ar speredelezh vreizhek ha keltiek, istor ha sevenadur Breizh. Pempvet Drouiz Meur Goursez Breizh e voe adalek 1980.
E dad a oa al livourMaoris ar Skouezeg (Maurice le Scouëzec e galleg). Mont a reas Gwenc'hlan da Skol Sant-Blez, e Douarnenez, hag eno e kregis gant deskamant ar brezhoneg hag e heulias kentelioù diavaez gant Marc'harid Gourlaouen. Mont a reas d'ober studioù war an Istor e Sol-Veur ar Sorbon et Pariz, kent d'ober e goñje en Aljeria, 1951-1953, evel ofiser adarme.
Kelenner war ar galleg e Ensavadur gall e Aten hag e Bro-C'halll da c'houde. Adgalvet gant Lejion an Estrenien e voe evit servijout en Aljeria adarre (1957-1958). Mezegiezh e studias adalek 1960. Euis un tu e save levrioù o tennañ d'ar speredelezh hag eus un all e roe plas da engouestladurioù politikel er Parti Socialiste Unifié hag en Unvaniezh Demokratel Breizh[1].
E 1963 e timezas gant Martine Goudard ha pevar bugel a c'hanas diouzh-se.
Krouet en doa ar gevredigezh Skoazell Vreizh gant Xavier Grall ha Yann Choucq e 1969. Ar Skouezeg a oa drouiz-meur e Goursez Vreizh adalek 1981 betek 2008.