Horst Köhler (ganet d'an 22 a viz C'hwevrer 1943) zo ur politikour alaman ha prezidant republik Alamagn eo bet. Bet eo prezidant ar c'hef espern alaman (Deutscher Sparkassen und Giroverband) (1993-1998), rener an EBRD (bank europat an adsevel hag an diorren) (1998-2000), ha goude-se rener Font Etrebroadel ar Moneiz (IMF) (adalek 2000). Dilennet e oa bet da brezidant Republik Kevreadel Alamagn d'an 23 a viz Mae 2004. Ha kroget en doa gant e bost d'ar 1añ a viz Gouere er bloavezh-se. Addilennet e voe da brezidant d'an 23 a viz Mae 2009. Roet en doa e zilez d'an 31 a viz Mae 2010 goude bezañ distaget komzoù zo bet kavet abeg enno diwar-benn ar brezel en Afghanistan.
Genidik eo e dud eus Roumania, met ganet eo bet-eñ e Polonia. Goude an Eil brezel bed ez eas da Alamagn ar Reter ha goude da Alamagn ar C'hornôg.
En e raok: Johannes Rau |
Prezidant Alamagn Mae 2004 – Mae 2010 |
War e lerc'h: Christian Wulff |