James zo un anv-badez saoznek, ha bet un anv gallek ivez, par d'an anv brezhonek Jakez, nemet tostoc'h da Jalm pe Chalm. An anv poblekañ roet d'ar baotred e SUA e oa e 1990[1].
Evel an anvioù-se e teu eus an hebreeg, eus an anv Jakob, unan eus an ezec'h meneget er Bibl. Deuet eo d'ar saozneg eus an anv gallek James, adstumm da Gemmes, diwar al latin izel Iacomus, ur stumm rannyezhel da Iacobus, eus an Testamant Nevez e henc'hresianeg, (Ἰάκωβος /Iakōbos), eus an anv hebreek יעקב (Yaʻaqov). Degaset e voe da Vreizh-Veur gant aloubidigezh Gwilherm II (dug Normandi) e 1066.
Douget eo bet an anv
Kavet e vez e Normandi hag er broioù saoznek.