Jean Fréour a oa ur c'hizeller breizhat hag a oa bet ganet e Naoned d'an 8 a viz Eost 1919 hag aet da Anaon d'an 11 a viz Mezheven 2010 e Bourc'h-Baz. Studiet en doa e Skol an Arzoù-kaer Bourdel hag e Skol an Arzoù-kaer Pariz e 1936.
Ezel e oa bet eus an emsav arzel Ar Seiz Breur. Bet e oa bet ur bloaz-pad e Casa de Velázquez e 1952 e Madrid. E-pad ar bloavezhioù 1950 en doa graet e annez e Bourc'h-Baz. Maer ar gêr-se e voe e-pad ur bloaz.
Jean Fréour a implije meur a zanvez gant e labour : skilt, marmor, oniks, arem ha koad. E awen a zalc'h identelezh e vro hag ar feiz katolik.
Kavet e vez e gizelladurioù e Breizh, e Beljia, en Enez-Frañs hag en Afrika.
E 1995 e oa bet roet Kolier an Erminig dezhañ en abeg d'e labour evit Breizh.