Jean Le Cam (pe Yann ar C'hamm e brezhoneg) a zo ur merdeer breizhat, ganet e Kemper d'ar 27 a viz Ebrel 1959. Bevañ a ra er Forest-Fouenant.
Gant Philippe Poupon ze eo unan eus ar re o deus gounezet teir gwezh Redadeg digenvez ar Figaro (solitaire du Figaro), a c'hounezas e 1994, 1996 hag e 1999. Bageal a reas gant e dad, en e vugaleaj, en inizi Glenan. Eno en em gave gant Yann Kerloc'h, Gward tour-tan Pennfred, a gas anezhañ da besketa e bourzh e prame. Tro en deus bet ivez neuze da vageal e bae Konk-Kernev, gant Hubert Desjoyeaux e bourzh ur 420, ha goude se e bourzh un Armagnac.
Yann ar C'ham a vageas diwezhatoc'h gant Eric Tabarly ha Michel Desjoyeaux. Kemer a ra perzh alies e Redadeg digenvez ar Figaro (solitaire du Figaro) a c'hounezas teir gwezh kent kregiñ gant dispac'h al listri lieskouc'hek (ar « Formulennoù 40 » gant Biscuits-Cantreau).
Er Vendée Globe 2004/2005 e tegouezh e penn ar redadeg goude an trec'hour Vincent Riou. Chomet e oa pell dirak ar re all war e lestr Bonduelle, ha tizhet e oa bet en-dro e lodenn ziwezhañ ar redadeg. Degouezhet e oa er porzh 7 eurvezh goude an hini kentañ, goude un tennad 41000 km en-dro d'ar bed.