John William Casilear (New York, 25 a viz Mezheven 1811 – Saratoga Springs, 17 a viz Eost 1893) a oa ul livour stadunanat ezel eus an Hudson River School.
E New York, e c'hêr c'henidik, e studias an engraverezh gant Peter Maverick er bloavezhioù 1820 kent deskiñ gant an engraver ha livour Asher Brown Durand (1796-1886). A-gevret e labouras Casilear ha Durand evel engraverien a-hed ar bloavezhioù 1830.
E 1833 e voe J. W. Casilearun ezel kevredet en National Academy of Design e New York.
E-kreiz ar predad-se e voe dedennet gant al livañ dremmvroioù dre e vignoniezh gant al livour Thomas Cole (1801-1848). Er bloaz 1840 ec'h eas Casilear, Durand, al livour J. F. Kensett (1816-1872) hag al livour all T. P. Rossiter (1818-1871) da veajiñ dre Europa ma weladennjont mirdioù ha ma tresjont gweledvaoù.
Nebeut-ha-nebeut e lemmas J. W. Casilear e chem evel gweledvaour, betek bezañ unan eus izili kentañ an doare a voe anvet Hudson River School en eil hanterenn an XIXvet kantved. Adalek kreiz ar bloavezhioù 1850 e peurzilezas an engraverezh hag e livas a-hed e amzer.
E 1851 e voe dilennet da vat en National Academy of Design, ma voe lakaet e oberennoù war ziskouez a-pad tremen 50 vloaz.
Er bloaz 1867 e timezas gant Helen M. Howard, a c'hanas ur mab.
D'an oad a 82 vloaz e varvas John William Casilear e Saratoga Springs (New York)