Josip Skoblar, bet ganet d'an 12 a viz Meurzh 1941 e Privlaka (Dalmatia, Rouantelezh Yougoslavia d'an ampoent), a zo bet ur melldroader etrebrodael yougoslaviat aet da c'hourdoner war-lerc'h e amzer c'hoarier (argader e bost dezhañ war an dachenn).
Kroget er c'hleub NK Zadar ( Yougoslavia) e 1958 e paouezas gant e vicher e hini NK Rijeka ( Yougoslavia) e 1977 goude bezañ c'hoariet evit :
Div wech ha tregont e tougas krez e skipailh broadel ha lakaet unnek pal e-barzh gantañ etre 1961 ha 1967. Kemer a reas perzh e Kib vell-droad ar bed 1962[2] ma voe ranket skipailh Yougoslavia da drivet[3].
E-pad ar c'houlzad 1970-71, d'ar mare ma ranne linenn argadiñ an OM a-gevret gant ar Svedad Roger Magnusson (1945-) hag ar Gall Charly Loubet (1946-), e voe plantet pevar fal ha daou-ugent (ha paket ar Votez aour Europa war un dro) gantañ. Chomet eo rekord ar brasañ niver palioù merket gant ar memes c'hoarier a-hed ur c'houlzad e Kampionad mell-droad Frañs betek-hen !