« An Tri Bras » : Jozef Stalin , Franklin Delano Roosevelt , ha Winston Churchill (Tehran, 1943).
Graet e vez ar Gevredidi [ 1] eus ar broioù bodet a-enep d'an Ahel e-pad an Eil Brezel-Bed . Trec'h int bet hag en ur mod eo bet aozet ar bed a-vremañ ganto diwar an trec'h-se. E-pad ar brezel e veze graet alies ar Broadoù unanet anezhe ivez, daoust ma reer gant an anv-mañ hiziv evit komz eus Aozadur ar Broadoù Unanet , savet gante pa zeuas ar peoc'h en-dro.
E-touez Stadoù ar Gevredidi edo Stadoù-Unanet Amerika , ar Rouantelezh-Unanet hag URSS . « An Tri Bras » a veze graet eus an teir broad-se[ 2] . A-wechoù e lakaer ouzhpenn Republik Sina (1912-1949) e-mesk pennoù pouezus an emglev-se. Ar prezidant Franklin D. Roosevelt , oc'h ober anv eus an Tri Bras hag eus Sina , a gomze eus ar « pevar archer »[ 3] .
Ar Gevredidi ha Nerzhioù an Ahel e miz Gwengolo 1939 .
Ar Gevredidi ha Nerzhioù an Ahel e miz Mae 1940 .
Ar Gevredidi ha Nerzhioù an Ahel e miz Kerzu 1940 .
Ar Gevredidi ha Nerzhioù an Ahel e miz Kerzu 1941 , goude Pearl Harbor
Ar Gevredidi ha Nerzhioù an Ahel e miz Mezheven 1942
Ar Gevredidi ha Nerzhioù an Ahel e miz Kerzu 1943
Ar Gevredidi ha Nerzhioù an Ahel e miz Eost 1944
Ar Re Unanet ha Nerzhioù an Ahel e miz Mae 1945
↑ Istor IIIe klas , Eil derez Diwan, levrenn I, p 169, Louis Elegoët, Istor Breizh , TES, 1998, p 208
↑ Kuzuliadeg Yalta d'ar 4 a viz C'hwevrer 1945
↑ Douglas Brinkley, FDR & the Making of the U.N.
↑ Kronologiezh - Ordre de la Libération
↑ Sellet ouzh aloubadeg Yougoslavia
↑ Kas a reas nijerezed e 1945 da gemer perzh e Emgannoù ar Filipinez
↑ Kemer a reas perzh en emgannoù Italia s.o. Le Brésil en Guerre
↑ s.o. Brezel saoz-hag-irakian
↑ s.o. Aloubadeg saoz-ha-sovietek Bro-Iran
↑ sellet ouzh Eil Brezel-bed