Le Chat a zo un heuliad bannoù treset bet krouet gant an tresour belgiat Philippe Geluck.
D'an 22 a viz Meurzh 1983 e voe diskouezet evit ar wech kentañ en un astenn eus ar pemdezieg belgiat Le Soir.
Ur c'hazh glas, begek e zivskouarn hag o tougen dilhad en-dro dezhañ evel un den bennak, eo an dudenn nemeti.
Adalek 1986 e oa kroget an ti-embann Casterman da embann troioù-kaer Le Chat, dre albomoù pevar-ugent pajenn da gentañ-penn :
Dibabet e voe ur furmad eizh pajenn ha daou-ugent nevez evit an holl albomoù, oc'h adembann ar re gozh hag ouzhpennañ reoù nevez (naontek en holl) :
Un albom Ar C'hazh e Breizh an titl anezhañ a oa deuet e-maez e miz Here 2000. Seizh pajenn ha daou-ugent ennañ e oa bet sevenet al livioù gant Serge Dehaes[1] ha troet ar gerioù gant Divi Kervella.