Masimilian II an Impalaeriezh Santel.
Masimilian II an Impalaeriezh Santel , ganet e Vienna e 1527 ha marvet e Regensburg e 1576 , a oa arc'hdug Aostria, Impalaer Santel , roue Bohemia ha Hungaria, adalek 1564 betek e varv, daouzek vloaz goude.
Ganet e oa e Vienna d'an 31 a viz Gouhere 1527 . Mab e oa da Ferdinant Iañ an Impalaeriezh Santel ha da Anna Hungaria ha mab-bihan da Fulup Iañ Kastilha ha da Juana de Castilla , rouanez Spagn , ha niz e oa da Karl V . A-berzh e vamm e oa mab-bihan da Ladislav II Hongria ha d'ar briñsez Anna Foix .
Dimeziñ a reas e 1548 d'an infantez spagnol Maria d'Espanya , merc'h da Carlos Iañ ha d'e bried Izabel Portugal . C'hwezek bugel en doe gant e bried : dek mab, ha c'hwec'h merc'h. Seizh bugel hepken a vevas.
Anna Aostria (1549-1580) (Vienna 1549 –1580 Manati an Escorial ), a zimezas e 1570 da Fulup II Spagn (1527-1598), a voe rouanez Spagn, mamm da Fulup III Spagn .
Ferdinant Aostria (Vienna 1551 –1552 ), marvet da 1 bloaz.
Rodolf II an Impalaeriezh Santel (Vienna 1552 –1612 Praha ), Impalaer santel roman german .
Ernst Aostria ( 1553 –1595 Brusel ) a voe gouarnour an Izelvroioù spagnol .
Elesbed Aostria (1554 –1592 ), a zimezas da Charlez IX (Bro-C'hall) (1550-1574), rouanez kenseurtez Bro-C'hall, hag a zistroas da Aostria en intañvez e 1576 ;
Maria Aostria (1555 –1556 ), marvet da 1 bloaz.
Mazheas Iañ an Impalaeriezh Santel (1557 –1619 ), Impalaer santel roman german
Masimilian III Aostria (1558 –1618 ), arc'hdug Aostria (1612-1618).
Albrecht Aostria (1559 –1621 ), gouarnour an Izelvroioù, arc'hdug Aostria
Wenceslao Aostria (1561 –1578 ).
Friedrich (1562 –1563 ) marvet da 1 bloaz.
Maria Aostria (1564 ).
Karl (1565 –1566 ), marvet da 1 bloaz..
Marc'harid Aostria (1567 –1633 ), leanez.
Leonor Aostria (1568 –1580 ), marvet da 12 vloaz.