Modibo Keïta

  • Arabat eo droukveskañ gant Modibo Keïta (1953-), bet pennmaodiern.

Modibo Keïta (4 a viz Even 1915 - 16 a viz Mae 1977) a oa ur politikour ha prezidant kentañ Mali.

Ganet e oa bet Modibo Keïta e Bamako, kêr-benn Soudan c'hall d'ar mare-se.
Goude e studioù e Bamako hag e Dakar e teuas da vezañ skolaer. E miz Du 1956 e voe maer Bamako hag e 1957-1958 sekretour-Stad e gouarnamantoù gall ar pevare Republik. D'an 20 a viz Gouere 1960 e voe lakaet e penn Kevread Mali (Soudan c'hall ha Senegal), ur gevread hag a badas betek miz Gwengolo. D'an 22 a viz Gwengolo 1960 e tisklêrias dizalc'hiezh Soudan c'hall hag a zeuas da vezañ republik Mali hag eñ prezidant ar Stad nevez.

Distroadet e voe gant al letanant Moussa Traoré d'an 19 a viz Du 1968 ha bac'het e Kidal, e biz ar vro. Mervel a reas en toull-bac'h e Bamako d'ar 16 a viz Mae 1977, ent-ofisiel diwar un edem er skevent met douetañs a zo e vije bet ampoezonet.