Neue Künstlervereinigung München (NKVM), (alamaneg a dalvez : Kevredigezh nevez arzourien München) a oa ur gevredigezh arzourien bodet tro-dro da Vassily Kandinsky. Krouet e voe e München e 1909. Diwarni e vo krouet Der Blaue Reiter.
Krouet e voe NKVM gant Vassily Kandinsky, Alexej von Jawlensky, Marianne von Werefkin, Gabriele Münter, Adolf Erbslöh hag Alexander Kanoldt. An holl anezho a oa o studiañ an arzoù e München. Teir diskouezadeg a voe aozet gant ar strollad e 1909, 1910 ha 1911 :
E katalog an diskouezadeg kentañ e kaver 128 oberenn gant 16 arzour : Paul Baum, Wladimir von Bechtejeff, Erma Bossi, Dresler, Eckert, Erbslöh, Pierre Girieud, Hofer, Jawlensky, Kandinsky, Kanoldt, Kogan, Alfreds Kubin, Münter, Pohle, Werefkin, hag ivez 14 skeudenn ha listenn priz an oberennoù[2]. Kroget e voe e München, hag goude-se e nav c'hêr all :
Dre vras e vo degemeret fall gant ar gazetennerien.
Er c'hatalog ez eus 115 oberenn gant 29 arzour : Bechtejew, Bossi, Braque, Derain, Kees van Dongen, Durio, Erbslöh, Le Fauconnier, Girieud, Haller, Hoetger, Jawlensky, von Kahler, Kandinsky, Kanoldt, Kogan, Kubin, Alexander Mogilewski, Münter, Nieder, Picasso, Rouault, Scharff, de Vlaminck, Werefkin, David Burljuk, Wladimir Burljuk, Denissoff, Soudbinine, hag ivez ugent skeudenn ha div bajennad bruderezh[4]. Kregiñ a reas d'ar 1añ a viz Gwengolo 1910 e Moderne Galerie München, ha goude-se e eizh kêr all :
En trede diskouezadeg e voe kinniget 58 livadur gant 8 arzour : Erma Barrera-Bossi, Wladimir von Bechtejeff, Adolf Erbslöh, Pierre Girieud, Alexej von Jawlensky, Alexander Kanoldt, Mossey Kogan ha Marianne von Werefkin, hag 8 skeudenn – unan gant pep hini anezho[5]. Kregiñ a reas d'an 18 a viz Kerzu 1911 e Moderne Galerie München. Eizh pe nav lec'h all a oa bet raktreset, met soñjal a reer e chomas a-sav goude an eil hini.
|