Nicolaus von Below (20 a viz Gwengolo 1907 e Jargelin[1] - 24 a viz Gouere 1983 e Detmold) a oa ur brientin ofiser el Luftwaffe a-raok hag e-pad an Eil Brezel-bed.
Adjudant el Luftwaffe e voe Below eus 1937 betek 1945. Daoust ma n'en doa ket fiziañs Hitler er vrientinien e tizhas Below ar grad a goronal.
Etre Nedeleg 1944 hag ar 1añ a viz Genver 1945 e lavaras Hitler da von below e soñje dezhañ e oa kollet ar brezel. Met Hitler, hag a soñje bepred en irienn an 20 a viz Gouhere a lakaas an dra-se war choug ar re o doa prientet ar gwalldaol. Hag e lavaras da von below "Biken n'en em zaskorimp, marteze e vimp diskaret, met ur bed en e bezh a vo diskaret ganeomp."[2]
D'an 12 a viz Ebrel 1945 e voe pedet von Below da arvestiñ ouzh abadenn ziwezhañ laz-seniñ Berlin gant Albert Speer.Goude-se e skrivas: "Ar sonadeg a adkasas ac'hanomp d'ur bed all."[3]
D'an 29 a viz Ebrel e voe von Below unan eus an dud pedet da arvestiñ ouzh Hitler o skrivañ e destamant diwezhañ, met ne sinas ket an diell, hag e kuitaas Berlin d'an 30 a viz Ebrel 1945.
Goude ar brezel e skrivas Below ul levr eñvorennoù diwar-benn an Eil Brezel-bed anvet Als Hitlers Adjutant 1937-45 (2001).
|