Paul Daimler

Paul Daimler
Anv Paul Daimler
Ganet 13 a viz Gwengolo 1844
e Karlsruhe (Alamagn Alamagn)
Marvet 15 a viz Kerzu 1945
e Berlin (Alamagn)
Broadelezh Alamagn Alamagn
Micher ijinour
Brudet evit kirri-tan Mercedes-Benz
Endro Gottlieb Daimler

Paul Daimler (13 a viz Gwengolo 1869 e Karlsruhe - 15 a viz Kerzu 1945 e Berlin) an oa un ijinour alaman war ar mekanikerezh dreistvarrek, unan eus diaraogerien ar sevel kirri-tan, penn ha hêr Daimler Motoren Gesellschaft ha krouer Mercedes-Benz. Mab e oa da Gottlieb Daimler (kenijiner ar c'hefluskerioù dre darzh e 1883).

Ganet e voe d'an 13 a viz Gwengolo 1869 e Karlsruhe. Mab e oa da Gottlieb Daimler hag Emma Kunz, hag int kerent pemp bugel. A-fet mekanikerezh e voe ken barrek hag e dad.

E 1883 e voe ijinet ar c'heflusker dre darzh e Stuttgart gant e dad Gottlieb Daimler ha Wilhelm Maybach. E 1895 e kroujont Daimler Motoren Gesellschaft asambles gant Paul.

Mercedes 35 HP, 1900
Mercedes Simplex, 1902

Mervel a reas Gottlieb Daimler d'ar 6 a viz Meurzh 1900 e Stuttgart d'an oad a 64 bloaz. Paul eo a gemeras e blas e penn Daimler Motoren Gesellschaft.

E 1902 e voe embannet ez-lezenn ar merk Mercedes gant Emil Jellinek, hag eñ marc'hadour aotreet pennañ Daimler Motoren Gesellschaft e su Bro-C'hall. Dont a rae anv ar merk eus hini e verc'h a oa 13 vloaz d'ar mare-se. Ur gevrat dibar a dapas kaout a aotree anezhañ da werzhañ kirri Daimler Motoren Gesellschaft en Aostria-Hungaria, Bro-C'hall, Belgia ha Stadoù-Unanet Amerika. Lakaat a reas kemmañ e anv da zont da vezañ « Emil Jellinek-Mercedes ». Goulenn a reas gant Paul Daimler ha Wilhelm Maybach (Daimler Motoren Gesellschaft) lakaat sevel kirri Mercedes 35 HP ha Mercedes Simplex a voe gwerzhet gantañ. Degemeret e voe e kuzul-merañ Daimler Motoren Gesellschaft.

E 1909 e voe embannet ar steredenn tri beg dezhi evel merk gant Mercedes. Pep hjini eus begoù ar steredenn a zo un arouez eus an tri c'heflusker dibabet gant Gottlieb Daimler : douar, mor hag aer, ha diwar 1911 e voent implijet da logo holl e girri-tan.

E 1923 e kuitaas Paul renerezh Daimler Motoren Gesellschaft. Kemeret e voe e blas gant Ferdinand Porsche (tutet e 1906 ha krouer Porsche e 1948). Betek 1929 e voe e penn rann ar studioù an embregerezh sevel kirri-tan Horch.

E 1924 e voe lakaet Daimler Motoren Gesellschaft ha Karl Benz (Benz & Cie) da dostaat, betek kendeuziñ e 1926 gant an anv Mercedes-Benz.

Gwelout ivez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.