Reizh pe jener | paotr ![]() |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Bro-C'hall ![]() |
Anv ganedigezh | Raphaël Jean-Baptiste Joseph Tulou ![]() |
Anv-bihan | Raphaël ![]() |
Anv-familh | Tullou ![]() |
Lesanv | Neven Lewarc’h ![]() |
Deiziad ganedigezh | 6 Gen 1909 ![]() |
Lec'h ganedigezh | Morzhell ![]() |
Deiziad ar marv | 16 Gen 1990 ![]() |
Lec'h ar marv | Sant-Ervlan ![]() |
Yezh vamm | galleg ![]() |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg ![]() |
Micher | kazetenner, kizeller, kinklour ![]() |
Perzhiad e | WWII Axis collaboration in France ![]() |
Luskad | Unvaniez ar Seiz Breur ![]() |
Statud e wirioù aozer | Oberennoù dezhe gwirioù aozer ![]() |
Raffig Tullou, Raphaël Jean Tullou e anv kefridiel - Neven Lewarc’h ha Lugumarcos, e zaou anv-drouiz -, a voe ur c'hizeller brezhon, ur stourmer breizhek hag un ezel eus ar luskad drouizel. Ganet e voe d'an 9 a viz Du 1909 e Morzhell hag e varvas d'ar 16 a viz Genver 1990 e Sant-Ervlan.
Merour ar gelaouenn Feiz ha Breiz e voe e 1928 hag e krouas ar gelaouennig Breiz digabestr. E 1934 e kemeras perzh er Mouvement fédéraliste breton ("Luskad kevredadel Breizh"), a-gevret gant Gestalen, Francis Bayer du Kern, Goulven Mazeas ha Morvan Marchal. Galvet da soudard e 1940 e voe prizoniad brezel ha lezet da vont diwar intruduStrollad Broadel Breizh (SBB). E-pad ar brezel e emezelas gant ar SBB kent bezañ skarzhet kuit gant Remont ar Porzh.
E Roazhon e voe toullbac'het un nebeud sizhunvezioù kent bezañ lezet da vont.
Krouiñ a reas Koun Breizh e 1954, kevarzhe evit difenn ar glad hengounel ha brezhon. Raffig Tullou a grouas Skoed e 1966, kelaouenn Koun Breizh.
Pennadoù a skrivas er c'helaouennoù L'Heure Bretonne ha Nemeton e-doug an Eil Brezel-bed.
Dre levezon Morvan Marchal ez eas Francis Bayer du Kern war ar studioù keltiek hag e kemeras perzh e krouidigezh ar gelaouennNemeton gant Marchal ha Francis Bayer du Kern. E 1936 e savjont ar strollad drouizel Kredenn Geltiek Hollvedel ha Kevanvod Tud Donn. Ne c'hellent ket bezañ a-du gant Goursez Vreizh, renet gant Taldir rak ne felle ket da hemañ kaout un troc'h gant an Iliz katolik. Ur relijion nevezpagan a glaskent evel ma embannent en he anv. War-lerc'h ar brezel e reas anaoudegezh gant Goulven Pennaod hag e lakaas anezhañ da zont da vout pagan.
Tresañ a reas pezhioù-arrebeuri keltiek ha breizhek arnevez e Roazhon. Gantañ e voe kizellet delwenn Nevenoe e Baen-Ballon e 1952 gant an isskrid "Nevenoe - Tad ar Vro - Penntiern ar Vretoned - Nominoe - Britonnum Rex - 851". Ar blakenn-goun en enor da varkiz Pontkalleg a gaver en Naoned a gizellas ivez[1], war blasenn Bouffay. Ezel e voe eus ar strollad arzel Unvaniez ar Seiz Breur.
Adaozañ delwennoù a reas Raffig Tullou ivez.
Bout e voe sekretour diwezhañ Unvaniez ar Seiz Breur e 1944.