Ur ramz zo un den mentet bras-spontus e mojennoù meur a vro.
Ne gaver ket ar ger kaour er geriadurioù a-raok 2000, e Geriadur Favereau.
Er c'hontadennoù eo meneget e-barzh Ar priñs Aorel ha Kaour Sant Jili, dastumet e 1871, e Kontadennoù ar Bobl.
Un notenn zo e p. 60 (marteze gant Ronan Huon, oberour ar rakskrid) : « Kaour: kawr (SO). N'emañ ket ar ger-mañ e geriadur Roparzh (sic) Hemon. Bet eo bet ennañ ha skarzhet goude. Talvezout a ra kement ha "gouron, haroz" ».
Koulskoude, n'eo ket ar ster-se a lenner e Geriadur Ménard, e 2012, ma weler e talvezfe kement ha "ramz".
E Kontadennoù ar Bobl Fañch an Uhel ez eus un toullad ramzed ; jeanted a vez graet anezho ivez, diwar ar ger gallek géants.
E Feiz ha Breiz ez eo bet implijet eo bet ar ger "kaour" ivez er skrid Yann e Vaz houarn, dastumet ha renket gant G. DEWI, e Feiz ha Breiz niverenn 8, Eost 1929, p. 295 :
Eun devez, tra ma kane evel-se e welas en eur prad druz, en tu-hont d'an aven, eur pez kaour o tiwall saoud lart ha teo.
Meur a ramz a gaver ar ger cawr (cewri el liester) en o anv.
Mibien an doueez Gaia e oa ar Ramzed e mojennoù Hellaz kozh. Brezel a rejont ouzh an Doueed, dindan an anv "Emgann ar C'higanted" eo anavezet kement-se.
Gwelout: Ramzed Hellaz.
Goliad zo ur ramz er Bibl, lazhet gant David.
Daou romant en deus skrivet ar Gall François Rabelais diwar-benn daou ramz, an tad Gargantua (mab d'ar ramz Grangousier), hag ar mab Pantagruel.
E kontadennoù Grimm e kaver ramzed e kontadenn Ar c'hemener bihan kalonek hag e re all.
En e romant Beajoù Gulliver e ya an haroz Gulliver da vBrobdingnag, ur rouantelezh lec'h m'emañ o chom ramzed.