Roñfl

Ar roñfl o tic'houzougañ e verc'hed e kontadenn Meudig. Skeudennet gant Gustave Doré e 1867
Norandino ha Lucina kavet gant ar Roñfl, gant Giovanni Lanfranco en 1624, da skeudenniñ Orlando furioso
Kazh e heuzoù dirak ar roñfl. Babiged eo meuz an deiz, kinniget war al listri (skeudenn gant Gustave Doré).

Ar roñfl zo un dudenn eus ar mojennoù pobl, anezhañ ur seurt ramz hag a zebr ar vugale.

Meudig o vont da laerezh heuzoù seizh lev ar roñfl. Skeudenn gant Gustave Doré, 1862).

Dianav eo ar gerdarzh. Meneget eo ar ger e geriadurioù Gregor ("rouñphl", 1732) hag ar Gonideg ("rouñfl", 1821).
"Ronfl" eo e Kontadennoù ar Bobl An Uhel (1868), "rouf" er Marvailler Brezounek dastumet gant Troude ha Gab Milin (1870 ha "rouf" e Kountadennou an aotrou Jezegou (1909)[1].

Ar gerioù ogre hag orco

Ar ger gallek ogre a weler adal dibenn an XIIvet kantved er romant gallek Perceval ou le Conte du Graal gant Chrétien de Troyes, ma lenner :

« et s'est escrit que il est encore
que toz li reaumes de Logres,
qui ja dis fu la terre as ogres,
ert destruite par cele lance
 »

« ha skrivet eo e teuy an deiz
ma vo holl rouantelezh Logres,
a voe gwechall douar ar roñfled,
distrujet gant ar goaf-mañ}} »

Pell amzer e kredjod e teue ar ger gallek eus henc'hresianeg Bizantion, ma talveze ogur kement ha hungariat[2], abalamour d'ar freuz a reuz lakaet etre 899 ha 955 gant Hungariz. Abaoe eo bet diskaret ar gredenn gant yezhourien[3].

Dont a rafe eus ar ger latin orcus (ifern, doue an ifern), gant un tamm metatezenn ennañ. En italianeg e kaver orco, a deufe eus un doue etrusk. Tomba dell'Orco eo anv ur bez etrusk brudet. Ar ger orco a gaver en 1290 dindan pluenn Jacomo Tolomei : orco… mangia li garzone (« roñfl ... hag a zebr paotred »). En 1516 en adkaver en Orlando furioso, meurgan gant ar barzh Ludovico Ariosto, euzhvil dall awenet gant an Unlagadeg deuet eus an Odysseia. Er Pentamerone (1634-1636 ; kontadenn n° I-1) eo gant ar ger napolitanek uerco e reas Giambattista Basile (1575-1632).

E 1697 e voe embannet Les Contes de ma Mère l'Oye, levr Charles Perrault, a reas brud d'an anv damzianav-se e galleg, ha termenet eo ar ger en ur gontadenn : « Homme sauvage qui mange les petits enfants ». Bloaz goude, e 1698, e voe adimplijet ar ger gant Madame d'Aulnoy en he c'hontadenn l'Oranger et l'Abeille.

Ar ger saoznek ogre, "ramz hag a zebr tud", a gaver e 1713 skrivet hogre en un droidigezh eus ur gentel c'hallek eus ar Mil Nozvezh hag Unan, a-c'houde Ch. Perrault.
Koshoc'h eo ar ger orc, "euzhvil plaouier", pan e gaver skrivet orcþyrs, orcneas (liester) en saozneg kozh, diwar al latin orcus ivez war a hañval – implijet eo bet a-galz gant J.R.R. Tolkien[2].

Kontadennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kronos, e mojennoù Henc'hres, a c'hallfe bezañ hendad ar roñfled ; en adkavout a reer e livadurioù Francisco de Goya.

Er c'hontadennoù eo ramzed drouk ha pout a spered eo ar roñfled, e re Charles Perrault bepred. Kavet e vez ur roñfl en istor Meudig, e Kazh e heuzoù – ma'z eo debret gant ar c'hazh – hag ur seurt roñfl eo Paotr e varv glas, daoust ma ne zebr ket e wragez goude o lazhañ.

E kontadennoù brezhonek a orin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Me gav mat ar c'hig leonard
Maget druz-druz gant fars ha lard
Re Dreger eo mat o blaz
Blaz krampouezh fritet ha laes glas;
Met re Wened ha re Gemper
Foei, re a yod zo en o reor!

Ger ebet a-zivout kig kernevat.

E yezhoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E la finta nonna ez eus kaoz eus ur roñflez.

  1. Devri
  2. 2,0 ha2,1 (en) Online Etymology Dictionary
  3. Dictionnaire de l'Académie française, (1932-1935)