Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Alamagn, Reich alaman |
Lealded | Trede Reich |
Anv ganedigezh | Rudolf Franz Ferdinand Höß |
Anv-bihan | Rudolf, Franz, Ferdinand |
Anv-familh | Höß |
Deiziad ganedigezh | 25 Du 1901, 25 Du 1900 |
Lec'h ganedigezh | Baden-Baden |
Deiziad ar marv | 16 Ebr 1947 |
Lec'h ar marv | Auschwitz I concentration camp |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | krougañ |
Lec'h douaridigezh | Auschwitz I concentration camp |
Pried | Hedwig Höß |
Kompagnun(ez) | Eleonore Hodys |
Kar | Rainer Höss |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Kondaonet evit | complicity, torfed a-enep Mab-Den |
Micher | war criminal, ofiser, politiker, Beamter |
Karg | Nazi concentration camp commandant |
Bet war ar studi e | Karl-Friedrich-Gymnasium Mannheim |
Lec'h annez | Auschwitz-Birkenau |
Lec'h labour | Auschwitz-Birkenau, SS Main Economic and Administrative Office |
Deroù ar prantad labour | 1934 |
Strollad politikel | Strollad Broadel Sokialour al Labourerien Alaman |
Relijion | Iliz katolik roman |
Partner in business or sport | Oswald Pohl, Rudolf Mildner |
Grad milourel | Obersturmbannführer |
Commander of (DEPRECATED) | Auschwitz-Birkenau |
Brezel | Brezel-bed kentañ, Eil Brezel-bed |
Skour lu | Waffen-SS |
Ezel eus | Schutzstaffel, Q2359292 |
Darvoud-alc'hwez | Parchimer feme murder |
Prizioù resevet | Iron Cross, Gallipoli Star |
Investigated by | Georg Konrad Morgen |
Deskrivet dre | The Zone of Interest |
Arabat kemmeskañ Rudolf Franz Ferdinand Höss gant Rudolf Hess, un nazi all.
Rudolf Franz Ferdinand Höss (skrivet ivez Höß) (25 a viz Du 1900 - 16 a viz Ebrel 1947) a zo bet unan eus izili an SS, hag SS-Obersturmbannführer. Evel komandant kamp-diouennañ Auschwitz-Birkenau, e kasas da benn lazhadeg ar Yuzevien hag ar Romed degaset di gant trenioù. Evit se e lakae ober gant ar gaz Ziklon B ha teurel ar c’horfoù e fornioù-leskiñ d’o distruj.
Savet e oa bet en ur familh katoliked e Baden-Baden. C’hoant en devoa an tad da welout e vab o vont da veleg, ha savet garv e voe da vont war an tu-se. D’e bemzek vloaz, marvet e dad digantañ, ez eas Höß da soudard, hag e voe kaset da vrezeliñ gant armeoù an Impalaeriezh ottoman en Irak. D’e seitek vloaz e oa isofiser medalennet gant ar Groaz Houarn a gentañ hag a eil klas. E 1919, echu ar Brezel Bed Kentañ, ez eas gant ur bagad armet anvet Roßbach da vrezeliñ e douaroù alaman tost d’ar Mor Baltel, er Ruhr hag e Silezia Uhel. Pa guitaas ar bagad e lakaas e anv er strollad nazi e 1922. Goude kemer perzh e muntr ar c’homunour Walter Kadow e voe kondaonet da 10 vloaz bac’hidigezh, met donet a reas er-maez war-lerc’h un amnistiezh.
Kinniget e voe dezhañ gant Heinrich Himmler lakaat e anv en SS e 1933, ha monet a reas e-barzh ar strollad-se er bloaz war-lerc’h. D’ar 1añ a viz Kerzu 1934 e teuas da vezañ ezel eus an Totenkopfverband (bagad « penn an den marv »), ha labourat e bagad evezhierien kamp Dachau, anavezet evel an hini kentañ digoret gant an nazied. Anvet e voe da Hauptsturmführer (kabiten en SS) e 1938, ha war ar renk edo evit bezañ komandant kamp Sachsenhausen. E 1939 e oa ezel eus ar Waffen-SS, hag e 1940 e voe anvet da gomandant kamp Auschwitz, ma chomas betek 1943. Eno e reas war-dro mont en-dro melestradurel an Diskoulm Diwezhañ. Adalek ar 1añ a viz Kerzu 1943 betek an 8 a viz Mae 1944, e laoskas e lec’h gant Arthur Liebehenschel, a gemeras e lec’h digantañ en Amtsgruppe D eus Wirtschafts- und Verwaltungshauptamt an SS. Pa voe eno eo e teuas soñj dezhañ da ober gant Ziklon B evit lazhañ tud a gantadoù. Kaset e voe neuze adarre da Auschwitz gant Himmler evit kas en-dro an « Aktion Hoess », da lavarout eo ar mekanik-lazhadegañ er c’hamp. Tapet e voe d’an 11 a viz Meurzh 1946 gant polis an arme saoz. Test e voe e Prosez Nürnberg a-enep Ernst Kaltenbrunner, Oswald Pohl hag ar gompagnunezh IG Farben. Deroet e voe da bennadurezh Polonia d’ar 25 a viz Mae 1946, ha barnet e voe en abeg d’e dorfedoù d’an 2 a viz Ebrel 1947. Krouget e voe d’ar 16 a viz Ebrel dirak ti-leskiñ kamp kozh Auschwitz.