Reizh pe jener | plac'h |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Stadoù-Unanet |
Anv-bihan | Susie |
Anv-familh | Barstow |
Deiziad ganedigezh | 9 Mae 1836 |
Lec'h ganedigezh | New York, Manhattan |
Deiziad ar marv | 12 Mez 1923 |
Lec'h ar marv | New York, Brooklyn |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Micher | livour, visual artist, art educator |
Tachenn labour | livouriezh, Arzoù ar gweled, visual art education |
Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
Susie Moore Barstow (New York, 9 a viz Mae 1836 – idem, 12 a viz Mezheven 1923) a oa ul livourez stadunanat, un ezel eus al luskad Hudson River School, brudet dre ar gouloù a ouie lakaat en he gweledvaoù.
Ganet e oa e New York, merc'h d'ar marc'hadour te Samuel Barstow (1805-1884) hag e bried Mary Tyler Blossom (1813-1895) e Brooklyn[1].
Seitek vloaz e oa pan echuas gant he studi er Rutgers Female Institute e 1853 ; klokaat he stummadur war an arzoù-kaer a reas en Europa[1] kent mont da gelenn er Brooklyn Institute of Arts and Sciences ha boulc'hañ he remzad gweledvaourez a vicher.
Un alpaerez arroutet e oa Susie M. Barstow, he devoa krapet gant kantadoù a venezioù ; n'eo ket souezh neuze e plije dezhi lakaat dremmvaoù meneziek war al lien : ar Menezioù Adirondacks hag ar Menezioù Catskill e stad New York, White Mountains New Hampshire en SUA, koulz hag an Alpoù hag ar Schwarzwald en Europa. Peogwir e kave dezhi ne oa ket dilhad merc'hed he amzer gwall aes evit krapat ec'h ijinas ur gwiskamant nevez : ur vrozh verr war bragoù hir ha heuzoù dalc'h dezho, a voe degemeret gant al luskad Victorian dress reform movement en eil hanterenn an XIXvet kantved
"Jessie ger, perak an diaoul an dilhad marc'houarnañ-se ?" |
Diskouez glannoù ar stêr Hudson a eure ivez, alese he brud evel ezel eus eil remziad an Hudson River School.
E 1858 e voe ar c'hentañ gwezh ma voe lakaet oberennoù S. M. Barstow war ziskouez, en National Academy of Design (NDA) e New York ; er Brooklyn Art Association eno hag er Pennsylvania Academy of the Fine Arts e Philadelphia e tiskouezas goude-se.
Dizimez e chomas Susie Moore Barstow a-hed he buhez. E Philadelphia e varvas d'an 12 a viz Even 1863 ; e bered Green-Wood e Brooklyn emañ he bez[2].