Tonkedeg ([tõŋˈkeːdek]) zo ur gumun e Breizh, e Treger, e departamant Aodoù-an-Arvor.
Etre ar stêrioù Leger er c'hornôg ha Gindi er reter emañ Tonkedeg. Bevennet eo gant Lannuon en norzh, Kaouenneg ha Kawan er reter, Plûned er su, Ar C'houerc'had er mervent ha Ploubêr er c'hornôg.
- Stummoù skrivet
Tonkadoc, 1231 ; Tonguedec, 1235 ; Tonkedoc, 1239, 1242 ; Tonquedec, 1253, 1267, 1300, c. 1330 ; Tonquedeuc, 1395 ; Tonquedec e dibenn ar XIVvet kantved[2].
- Gerdarzh
Eus al lesanv Tonkadok
("Tonkedek") bet roet da aotrou ar c'hastell bet savet e dibenn an XIIvet kantved gant Prigent (Prit gent, A lignez kaer
) Koedmen-Pentevr e teu anv kêr hep mar ebet[3].
En gul e seizh ruilhenn en argant, 3, 3, 1 eo deskrivadur ar skoed, a zo hini an tiegezh Koedmen abaoe 1298[4].
- E deroù 1588 e savas beskont Tonkedeg ur gwarnizon evit servijout ar roue gall Henri III en e vrezel enep ar C'hevre katolik. E miz Gwengolo 1589 e voe trec'h ar gwarnizon-se war ar gevredidi, hogen e kastell Tonkedeg e varvas o fenn goude an distro. Meur a emgann a voe c'hoazh enep ar C'hevre betek 1598.
- E miz C'hwevrer 1614 e voe kemeret ar c'hastell gant breur beskont Tonkedeg hag un nebeud soudarded ; e miz Ebrel e voe adtapet gant un dousennad tudjentil deuet eus Lannuon.
- D'ar 16 a viz Kerzu 1636 e voe gwerzhet beskontelezh Tonkedeg da René Iañ Kengo a Lanwal (1586–1644) ; d'an 22 a viz Gouere 1637 e voe ar beskont nevez er c'hastell, a oa bet unan eus melloù chadenn-difenn dugelezh Breizh[5].
- Brezel-bed kentañ
- Eil Brezel-bed
- Mervel a reas 16 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel, hervez monumant ar re varv[6].
- Brezelioù didrevadennañ
- Eizh chapel zo ivez : Kerriwalan, Kerveur (aet da get), al Loc'h, Logivi, Sant-David, Sant-Gweltaz, Sant-Gwenole ha Sant-Medard.
- Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik[11].
- Plakennoù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik[12].
- Monumant an tri rezistant eus ar gumun bet lazhet e 1944[13].
Niver a annezidi
- 1 201 a dud (hep kontoù doubl) zo bet renablet e Tonkedeg e 2021[14].
- Jañ-Mai 'n Olier, tad-kozh Anjela Duval, gouestlet ul levr dezhañ ganti (Tad-kozh Roperz-Huon)
- A orin eus Tonkedeg
- Beziet eno
|
- d'Acigné
- Beskonted Tonkedeg
- En erminoù e dreustell zivouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour.|
|
- Gevelliñ
- (fr) Couffon, René : Recherche sur les églises primitives, Bulletins et Mémoires, Société d'Émulation des Côtes du Nord, 1945-1946.
- (fr) Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
- ↑ 2016 INSEE
- ↑ (fr) Tanguy, Bernard : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor – Origine et signification, ArMen - Le Chasse-Marée, 2003 (ISBN 978-2-903708-36-8)
- ↑ (fr) Léon Fleuriot (1964) : Le vieux breton – Éléments d'une grammaire, Slatkine Reprints, 1989 (ISBN 978-2-05-101059-7) • §11, IV, p. 45 ; §57,2 p. 173 ; §101, II, 6 p. 244 ; §146, II, 2 p. 320.
- ↑ (fr) Froger, Michel & Pressensé, Michel : Armorial des communes des Côtes-d'Armor et Ille-et-Vilaine, Froger & Pressensé, 2008 (ISBN 978-2-908752-83-0)
- ↑ (fr) René I de Quengo de Tonquédec
- ↑ 6,0 ha6,1 (fr) Memorial Gen Web
- ↑ (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr) Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
- ↑ (fr) Luc'hskeudenn
- ↑ (fr) Memorial Genweb
- ↑ (fr) Luc’hskeudenn
- ↑ (fr) INSEE
- ↑ (fr) Ouest-France, 17/08/2015