Ville zo ur ger romanek evit « kêr », hag a zeu eus al latin villa ("domani gounezel", aet da "palez war ar maez"). Stank eo e implij, koulz evel rakger hag evel lostger, da sevel anvioù-lec'h kenkoulz er broioù gallek hag er broioù saoznek, lec'h ma kaver al lostger -town ha -ton ivez.
Stank eo al lostger -ville en anvioù-lec'h Normandi dreist-holl, abalamour d'ar boaz o doa ar Vikinged da envel o domanioù gant anv un den + villa, da skouer Thorulf-villa hag a roas Trouville e normaneg. Gant aloubidigezh Breizh-Veur gant Gwilherm II, Dug Normandi en XIvet kantved e voe "ezporzhiet" di seurt anvioù (evel anvioù-lec'h hag anvioù-tud). Diwezhatoc'h e vint "ezporzhiet" adarre er c'hentañ impalaerezhioù trevadennel gall ha saoz da Norzhamerika, ha goude en eil Impalaerezhioù trevadennel gall, saoz ha belgiat da Afrika ha da Azia. Se zo kaoz eo ken stank seurt anvioù er bed. Goude an didrevadennerezh e voent cheñchet gant broioù zo nevez-dizalc'h evel Viêt Nam, Republik Demokratel Kongo hag Aljeria. Gant lod all avat e voent kadarnaet, ha reoù nevez a voe krouet zoken, evel Bongoville e Gabon.
Villa rustica e latin a dalveze kement ha "ti war ar maez" ; er Grennamzer e talveze kement hag "atant" ha diwezhatoc'h e voe implijet evit "kêriadenn" ha neuze "kêr".
E meur a vro
- Aljeria
- Gastonville, un anv roet da Salah Bouchaour gant ar C'hallaoued
- Géryville, un anv roet da El Bayadh gant ar C'hallaoued
- Guyotville, un anv roet da Aïn Benian gant ar C'hallaoued
- Ménerville, un anv roet da Thenia, e Kabilia gant ar C'hallaoued
- Mouzaïaville, un anv roet da Mouzaia gant ar C'hallaoued
- Orléansville, un anv roet da Chlef gant ar C'hallaoued
- Philippeville, un anv roet da Skikda gant ar C'hallaoued
- Tocqueville, un anv roet da Ras El Oued gant ar C'hallaoued
- Aod an Olifant
- Aostralia;
- Belgia
- Belize
- Breizh
- La Ville- ha La Ville-ès- (pe Villès-) zo anv meur a lec'h e Bro-Sant-Maloù ha Bro-Naoned, stank er gorrlec'hanvadurezh, anvioù atantoù kozh heuliet gant anv un den peurliesañ. Ar memes doare hag ar rakger Ker- eta. Unan eus ar c'horrlec'hanvioù-se a zo deuet da vezañ ur gumun e 1850 : La Ville-ès-Nonais e galleg ha Kerlean e brezhoneg. Skouerioù all : Tour-tan Ville-ès-Martin e Sant-Nazer, karterioù e Pornizhan (Villès Babin, Villès-Mahaud, La Ville-ès Blais), karterioù e Dinarzh (La Ville-ès Lemetz, La Ville-ès Quelmés, La Ville Agan, La Ville Carrée, La Ville Hue, La Ville Nisan...).
- abati Villeneuve e-kichen Naoned, diazezet gant an dugez Konstanza Breizh
- Merville, karter en Oriant
- Marville, anv tachenn ar redadegoù-kezeg, e Sant-Maloù
- Kastell Malleville e Ploermael
- Malville, anv gallek kumun Kerwall e Bro-Naoned
- Napoléonville, un anv bet roet da bPondivi gant ar C'hallaoued en XIXvet kantved.
- Bro-C'hall
Kantadoù a gumunioù gall a echu pe a grog o anv dre -ville, ha kalzig anezho e Normandi abalamour da orin norsek an anvioù-lec'h ; setu amañ un daou c'hant bennak anezho :
- Bro-Saoz
- Bro-Skos
- Gabon
- Libreville, ar gêr-benn
- Bongoville
- Franceville
- Lastoursville
- Grenada
- Haiti
- Italia
- Iwerzhon
- Jamaika
- Jerzenez
- Kanada
- Republik Kongo
- Kongo (RD)
- Loren
- Stadoù-Unanet
Meur a gant anv a zo :
- Suafrika
- Suis
- Viêt Nam
- Zeland-Nevez
|
- Helensville
- Hunterville
- Hurleyville
- Morrinsville
|
- Seddonville
- Wardville
- Woodville
|