Ur redadeger eo, hogen, prientet en deus bet bagoù (prientet en deus bag Michel Desjoyeaux evit ar Vendée Globe2000). Kampion Bro C'hall Match Racing (1994) ez eo bet ha div wech kampion Bro C'hall First Class 8 (1997 ha 1998). Meur a wech en deus kemeret perzh e redadeg digenvez ar Figaro, ' lec'h ma echu 4re e 2002.
Kemer a ra perzh er Vendée Globe2004/2005, ha gounid a ra war PRB, ar vag a voe trec'h ar Vendée Globe a-raok, sturiet gant Michel Desjoyeaux. Echuiñ a ra e dro bedel e 87 devezh, 10 eur, 47 munutenn , 6 devezh gwelloc'h eget Michel Desjoyeaux, dirak Jean Le Cam, erruet 7 eur war e-lec'h goude 41 000 km redadeg.