Logo Volkswagen AG
Volkswagen AG (AktienGesellschaft , alamaneg a dalvez kevredad dre gevrannoù) a zo ur stroll embregerezhioù sevel kirri krouet e 1937 . E Wolfsburg (Saks-Izel , Alamagn ) emañ sez ar stroll. 18% eus kevrannoù ar stroll a zo perc'henn gant Land Saks-Izel . Savet ez eus bet ul lezenn a vir ouzh ar gevranneien all a gaout kement a vouezhioù hag al Land, daoust ma c'hallont bezañ perc'henn war muioc'h a gevrannoù.
Labouradegoù stroll embregerezhioù Volkswagen er bed
Labouradeg Volkswagen AG e Wolfsburg
Abaoe an 18 a viz Kerzu 2009 (hag an tostaat da Porsche SE ) ez eus perc'hennet 17% eus kevrannoù Volkswagen AG gant ar C'hatar dre Qatar Holdings[ 1] .
Perc'hennet eo ar merkoù da-heul gant ar stroll embregerezhioù :
Audi (Alamagn ), abaoe 1969 (bet Auto Union , NSU , Horch , Wanderer , DKW )
Bentley (Rouantelezh-Unanet ), abaoe 1999 . Perc'henn ivez war ober war-dro ar c'hirri Rolls-Royce bet savet a-raok 2003
Bugatti (Frañs , Elzas ), abaoe 1998
Lamborghini (Italia ), abaoe 1998
Seat (Spagn ), abaoe 1986
Škoda (Republik Tchek ), abaoe 1991
Volkswagen (Alamagn )
Volkswagen Nutzfahrzeuge, kirri gwazadur
Daoust ma n'emañ ket ar muiañ eus ar c'hevala en e zalc'h e talc'h ivez :
Volkswagen Golf : an trede karr gwerzhet ar muiañ er bed (krouet e 1974, ouzhpenn 26 milion a oa bet gwerzhet e 2008)
6,2 milion a girri savet
kengreadur : 113,808 miliard a euroioù
disoc'h goude bezañ paeet an tailhoù : 6,272 miliard a euroioù
369 900 implijiad
60 lec'hienn sevel kirri, e 19 bro disheñvel
Kirri gwerzhet e 153 bro
Lodenn eus ar marc'had bedel : 12,1 %
Lodenn eus marc'had Europa : 18,9 %
7,2 million a girri savet
kengreadur : 126,9 miliard a euroioù
disoc'h goude bezañ paeet an tailhoù : 7,1 miliard a euroioù
↑ Les Échos http://www.lesechos.fr/info/auto/reuters_00214949-le-qatar-detient-17--des-droits-de-vote-de-volkswagen.htm Les Echos, 18 a viz Kerzu 2009
↑ Les Echos http://www.lesechos.fr/info/auto/reuters_00215425-vw-ne-prevoit-pas-d-autres-achats-strategiques-dans-l-immediat.htm , 20 a viz Kerzu 2009
↑ Les Echos http://www.lesechos.fr/journal20091210/lec1_une/020261804156-avec-suzuki--volkswagen-fait-jeu-egal-avec-toyota.htm 10 a viz Kerzu 2009
Commons
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.