Jean-Édouard Dargent’’', ganet e Sant-Servez-Landivizio d'an 15 a viz Here 1824 ha marvet e Pariz d'an 19 a viz Du 1899), a voe ul livour hag ur skeudennaouer breizhat hag en deus livet e vro c’henidik. Gant an an arallanv, Yan’ Dargent e reas e remzad arzel.
Mab e oa da d'ur c'hivijer lorenat, Claude Dargent, a oa dimezet gant Marguerite Perrine Clémentine Robée, merc'h an ostiz ha moraer kozh, Pierre Robée, a zalc’he un ostaleri e Sant-Servez-Landivizio hag a voe maer ar gumun.
Daou vloaz hepken e oa Jean-Édouard pa varvas e vamm ha pan eas e dad da labourat war e vicher e Landerne. Addimeziñ a reas an tad e Kastell-Paol, hag en e dud-kozh e voe fiziet ar bugel. Gant e dad-kozh Pierre Robée e voe kaset da Blouared ma voe skoliataet gant un eontr-kozh a oa mestr-skol eno. Unan eus e genskolidi e voe ar barzh Fañch an Uhel, a chomas e vignon a-hed e vuhez. Mignon e voe ivez gant Prosper Proux ma reas e boltred dezhañ.
D'a skolaj Landerne ez eas da c'houde, kent mont e 1836 da skolaj Kastell-Paol. Goude-se e tistroas da Landerne da vevañ gant e dad en-dro. Fellout a rae da bPierre Robée ober ur moraer diouzh e vab-bihan, hogen hennezh a gave gwelloc'h an tresañ hag ar jedoniezh.
Da 16 vloaz, e 1840, e voe Jean-Édouard Dargent treser er gompagnunezh labourioù foran Deniel e Brest kent mont e melestradur ar Pontoù hag an Hentoù ; diwezhatoc'h e voe gopret gant Kompagnunezh ar C'hornôg (Compagnie de l’Ouest) evit ober savleoù glennadurel a-benn sevel un darn eus al linenn-houarn Brest-Roazhon etre Montroulez ha Brest.
E 1846, hag eñ 22 vloaz, e oa enseller al labourioù evit an hent-houarn e Montereau, e-kichen Orléans. Eno e kejas ouzh Jules-Nicolas Schiltz, a oa kelenner war an tresañ e likez Troyes, broudet gantañ da labourat war an arzoù. Un emzeskad e voe Jean-Édouard Dargent adal neuze, ha biskozah n'eo bet ezel eus skol pe skol, ar pezh a lakaas un harz d'e resped hep mar.
E 1849 en devoe ur mab, Ernest, gant e serc’h Aimée Louise Eulalie Crignou, met ne anzavas anezhañ nemet pa varvas Aimée e 1861.
E 1850, pa voe goulennet digantañ mont da Spagn da labourat war chanter ul linenn-houarn, e kavas gwelloc'h treiñ war-du al livañ, diwar levezon Charles-Paul Furne, mab d'an embanner parizian Charles Furne (1764-1859). Reiñ e zilez a reas, hag ez eas da chom e Pariz. Da neuze e tibabas Jean-Édouard Dargent sinañ an anv Yan' Dargent[1].
Dek bloavezh-pad e livas taolennoù a voe war ziskouez e Saloñs Paris bep bloaz, hep ober berzh bras, nemet e voe prenet pemp taolenn gant Ministrerezh an Deskadurezh foran.
E 1861 e kinnigas peder zaolenn : Les Lavandières de la nuit, Souvenir de collège, Les pilleurs de mer à Guissény ha Pâtres des plaines de Kerlouan[2]. Gounezet brud gantañ a-benn an diwezh, hep gallout bevañ diwarni avat.
Dre skeudenniñ levrioù, un daou c'hant bennak anezho, e kavas Yan' Dargent an tu da c'hounez arc'hant en un doare reoliek. Skeudennoù a-vil-vern evit kazetennoù evel La France illustrée, La vie à la campagne, Magasin pittoresque, Musée des Familles a reas ivez. Lakaat sevel ti a reas e Krec'h-an-Drev nes da Gastell-Paol.
D'an 3 a viz Gouhere 1867, d'an oad a 43 bloaz, e timezas gant Eugénie Antoinette Stéphanie Mathieu, ur sonerez a oa merc'h d'al livour Eugène Mathieu, rener ar gelaouenn « La France illustrée".
Adalek 1868 betek 1878 e voe karget da ginklañ ilizoù Sant-Servez-Landivizio, Landerne, Montroulez, Gwitalmeze ha chapelioù ouestlet iliz-veur Kemper, a roas labour dezhañ seizh bloavezh-pad.
E 1885, pa varvas e wreg Eugénie Mathieu, en em stalias da vat e Kastell-Paol.
E 1898, pa voe krouet Kevredigezh Vroadel Breizh e Montroulez, ez asantas bezañ e penn rann an Arzoù-kaer.
Pa voe skoet gant ar baourentez, e dibenn e vuhez, e voe degemeret gant e vab. E Paris e varvas d'an 19 a viz Du 1899, hag e Sant-Servez-Landivizio e voe beziet.
Kent e varv en devoa Yan' Dargent goulennet bezañ beziet e Sant-Servez-Landivizio ; goulennet en devoa ivez ma vije e glopenn lakaet e karnel ar barrez, a oa bet kinklet gantañ, e-kichen relegoù e vamm ha re e dud-kozh. D'an 8 a viz Here 1907 e voe graet, gant aotre an Iliz. Prosez a voe graet d’ar person ha da vab Yan' Dargent gant kerentiad e gwreg en abeg ma vije bet forzhet ar bez ; gounezet e voe ar prosez gant Ernest Dargent, a varvas pevar devezh diwezhatoc'h. Er garnel emañ klopenn al livour c'hoazh.