Porzh-pesketa brasañ proviñs Shandong eo Yantai, e Republik Pobl Sina. Ur gêr eo abaoe 1950. Emañ etre Pleg-mor Bohai er C'hornôg ha kêr Weihai er Reter, war aod strizh-mor Bohai. Hervez niveradeg 2010 e oa 6 968 202 annezad enni.
War aod strizh-mor Bahai emañ Yantai, etre Pleg-mor Bahai ha ar Mor Melen. War aod norzh ledenez Shandong emañ, a-dal aod su proviñs Liaoning.
Levezonet gant ar monson eo an hin, tomm ha gleb e vez an hañv, yen ha sec'h ar goañv.
Yantai zo ur gêr-prefeti ha melestriñ a ra pevarzek rann : pemp distrig, c'hwec'h kêr-distrig, ur xian ha daou dakad diorren.
Kartenn | ||
---|---|---|
Rann | sinaeg | pinyin |
distrig Zhifu[1], hag a zo kêr Yantai er ster dik | 芝罘区 | Zhīfú Qū |
distrig Muping | 牟平区 | Mùpíng Qū |
distrig Fushan | 福山区 | Fúshān Qū |
distrig Laishan | 莱山区 | Láishān Qū |
distrig Penglai | 蓬莱区 | |
kêr Longkou | 龙口市 | Lóngkǒu Shì |
kêr Haiyang | 海阳市 | Hǎiyáng Shì |
kêr Laiyang | 莱阳市 | Láiyáng Shì |
kêr Laizhou | 莱州市 | Láizhōu Shì |
kêr Zhaoyuan | 招远市 | Zhāoyuǎn Shì |
kêr Qixia | 栖霞市 | Qīxiá Shì |
xian Changdao | 长岛县 | Chángdǎo Xiàn |
Un takad diorren armerzhel ha teknologel (YEDA) zo (e sinaeg : 烟台经济技术开发 ; Kaifa Qū), hag un takad diorren industriel a deknologiezh uhel.
Eil kêr industriel Shandong eo Yantai, goude Qingdao. Ur vro a labour-douar eo ivez : brudet ez eus ur ouenn avaloù hag unan per. Embregerezh gwinierezh koshañ Sina zo eno, Changyu e anv. Brudet eo Longkou evit he zoazennoù "kelofan" (toazennoù treuzwelus sinaat).
Skoulmet he deus ar gêr emglevioù kevelerezh gant 23 c'hêr e 14 bro[2].
|