Zoetrop

Ur zoetrop

Ur zoetrop, diwar ar gerioù gresianek ζωή zôê "buhez" ha τρόπος tropos "tro", zo un ardivink a ro kammzerc'h ar fiñv dre lakaat skeudennoù difiñv da zibunañ buan.
Savet eo diwar ur granenn toullet he c'hostez gant faoutoù a-zerc'h. War tu diabarzh ar granenn ez eus ur vandenn warni un heuliad skeudennoù. Pa vez lakaet ar granenn da dreiñ e sell an arvesterion ouzh ar skeudennoù dre ar faoutoù. Dibun ar faoutoù a vir ouzh ar skeudennoù a zispisaat ; dre dizh an dibun-se e teu kammzerc'h ar fiñv.
Ar c'hentañ doare d'ober tresadennoù-bev eo ar zoetrop.

Ur Stroboskopische, ~1830

Ar c'hoshañ zoetrop a zo deuet betek ennomp a voe fardet war-dro ar bloavezh 180 GJK gant an ijinour Sinaat Ting Huan diwar un ardivink da skignañ ezañs ; "An duellenn da lakaat an hunvreoù da wirion" eo troidigezh e anv sinaek[1].

E 1834 e voe ijinet ar zoetrop a-vremañ, gant ar jedoniour saoz William George Horner (1786-1837)[2]. Dædalum eo an anv a roas d'e ijinadenn, diwar Dedalos, un haroz e mojennoù Henc'hres ; "rod an diaoul" e voe lesanvet gant ar bobl diwezhatoc'h. En hevelep bloavezh e voe ijinet ivez gant ar jedoniour Aostrian Simon von Stampfer (1790 pe 1792-1864), a ijinas ar stroboskopiezh, dindan an anv Stroboskopische.

An Dædalum ne reas ket berzh kent ar bloavezh 1867, pa voe breouet gant ar Saoz Milton Bradley hag an Amerikan William F. Lincoln ; hemañ diwezhañ a zilezas an anv Dædalum hag a zistroas da "zoetrop".

Dilezet e voe ar zoetrop gant an dud pa voe ijinet ar praksinoskop gant ar Gall Charles-Émile Reynaud (1844-1918) e 1877, rak skedusoc'h ha spisoc'h e oa e skeudennoù.
E 1889 e voe ijinet ar film gweñv evit al luc'hskeudennerezh gant an Amerikan George Eastman (1854-1932), ar pezh a roas tu da rollañ kalz skeudennoù war ur ganell hepken. Pa ne c'halle ar zoetrop diskouez nemet 15 skeudenn d'ar muiañ e roas ijinadenn G. Eastman an tu da welet heuliadoù hiroc'h.

Er bloavezhioù 1860 e voe ijinet bannañ skeudennoù fiñvus war ur voger dre ur zoetrop hag ul letern hud. Adalek 1880 e voe graet heñvel gant praksinoskopoù.

E 1895 e voe ganet ar sinema, ha dilezet e voe ar zoetrop gant an dud neuze.

Arc'hwelerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • C'hoariell Ting Huan (~180 GJK)

Dre nerzh an aer o pignat e troe elvennoù e laez an duellenn, pep elvenn o tougen follennoù paper a-ispilh, gant tresadennoù warno. Pa veze lakaet an ardivink da dreiñ d'an tizh mat e seblante ar skeudennoù fiñval[3].

  • C'hoariell William Horner (1834)

Ur granenn didoenn lakaet war un ahel eo an Dædalum. Un heuliad tresadennoù zo peg ouzh diabarzh an daboulin tro-dro d'an deun anezhi. Un dek pe daouzek faoutenn zo dasparzhet ingal tro-dro da c'horread diavaez ar granenn, dik a-us ar vandennad skeudennoù.
A-benn loc'hañ ar c'hammzerc'h a fiñv e ranker lakaat ar c'hoariell da dreiñ ; seul vrasoc'h an tizh, seul flouroc'h dibun ar skeudennoù.
Meur a zen a c'hall sellet dre ar faoutoù war un dro.

Video : ar Masstransiscope

Dilezet e voe ar zoetrop, met disoñjet ne voe ket, pa'z eus bet staliet reoù nevez tost da gant vloaz goude ganedigezh ar sinema.

  • Zoetropoù er metro

E 1980 e stalias ar filmaozer amerikan Bill Brand (ganet e 1949) ur zoetrop a-linenn e metro kêr New York. War kae un arsav dilezet anvet Myrtle Avenue e lakaas sevel ur voger enni 228 faout, un daolenn livet gant an dorn a-drek pep hini anezho. Gwelet ur film a ra ar veajourien pa dremen un tren dirak an oberenn anvet Masstransiscope gant hec'h aozer. Nevesaet e voe e 2008.
Meur a zeoskop a-linenn zo bet staliet e lec'h all abaoe gant arzourion ha gant daranverion.

Joshua Spodek, un astrofizikour yaouank, a ijinas un doare zoetrop a-linenn a voe staliet e miz Gwengolo 2001 e metro Atlanta a-benn diskouez daranverezh d'ar veajourion. Dre ziabarzh ez eo sklêrijennet ar zoetrop-se a-hed 300 m, gant ugent skeudenn dre eilenn. Buan e voe adtapet ar meizad-se gant kêrioù all er Stadoù-Unanet (Los Angeles, Washington, D.C.), en Azia (Hong Kong, Tokyo) hag en Europa (Budapest, Kiev)[4].

  • Zoetropoù er bolzioù-c'hoari

E deroù ar bloavezhioù 1970 ez erruas er bolzioù-c'hoari ur c'hoari anvet Killer Shark, graet gant ar gompagnunezh japanat Sega diwar ar film hollvrudet Jaws gant Steven Spielberg. Dav e oa lakaat ur pezh-moneiz er mekanik evit gallout lazhañ melloù rinkined gant ur fuzuilh.
Bloaz goude ar c'hoarioù video kentañ ne oa Killer Shark nemet ur zoetrop kuzhet en un armel heñvel ouzh re all ar bolzioù. C'hoari mekanikel diwezhañ Sega e voe hennezh[5].

9/11 Zoetrope gant Scott Blake
  • Zoetrop an 11 a viz Gwengolo

Er bloavezh 2011 e savas an arzour amerikan Scott Blake (ganet e 1976) ur zoetrop a ziskouez dizehan un nijerez eus United Airlines, hini an nijadenn 175, o vont a-benn tour Su ar World Trade Center e New York d'an 11 a viz Gwengolo 2001.

  • Brasañ zoetrop er bed (betek-henn)

E 2008 e voe savet ar Bravia-drome, ur zoetrop dek metr e dreuzkiz ha dek ton e bouez, evit ar gompagnunezh Sony e felle dezhi brudañ he zeknologiezh nevez. Diskouez a ra 64 skeudenn eus ar c'hoarier melldroad brazilian Kaká.
Ar brasañ zoetrop er bed eo hervez an aozadur Guinness World Records.

  1. Joseph Needham (1962, 1977), Science & Civilisation in China, levrenn IV: Physics and Physical Technology, rann 1: Physics, Cambridge University Press, ISBN 978-0-521-05802-5
  2. David Bordwell, Kristin Thompson (2009), Film History: An Introduction, McGraw-Hill, ISBN 978-0-07-338613-3 (en)
  3. Joseph Needham, op. cit.
  4. Urban Photo (en)
  5. Classic Video Games (en)

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.