Ar zoopraksiskop a voe unan eus an ardivinkoù kentañ bet ijinet a-benn diskouez tresadennoù-bev. Gant al luc'hskeudenner saoz Eadweard Muybridge (1830-1904) e voe krouet e 1879.
Eus ar gerioù henc'hresianek ζῷον zoion "loen", πραξι- praksi- "obererezh" ha σκοπεῖν skopein "arselliñ" e teu an anv "zoopraksiskop", a dalvezfe kement hag "arselliñ obererezh ul loen" neuze.
Treset e veze un heuliad skeudennoù war ur gantenn wer a lakaed da dreiñ dirak ul luc'hvanner. Pa oa mat an tizh ne weled nemet ur skeudenn a hañvale fiñval war ar skramm, abalamour da anadenn dreistpad al luc'hsae. Peogwir e veze distummet ar skeudennoù dre goazhadur abalamour d'an tizh en ardivinkoù kentañ e voe kemeret ar boaz da astenn pep skeudenn evit ma vije mentet reizh a-hed an abadenn[1].
Eus 1892 betek 1894 e voe moullet luc'hskeudennoù war ar c'hantennoù, ha livet da c'houde. Lod heuliadoù a oa kemplezh-kenañ, pa gemmeskent fiñvoù loened ha fiñvoù tud.