Émile Bernard, bet ganet d'an 28 a viz Ebrel 1868 e Lille hag aet d'an Anaon d'ar 16 a viz Ebrel 1941 e Pariz, a oa ul livour post-impresionist, ur skeudennaouer, un engravour, ur skrivagner, ur barzh (dindan an anv-pluenn Jean Dorsal ivez) hag un arzvarnour gall.
Mont reas da chom en Egipt, enno e vevas eus 1893 betek 1904.
Dre hanterouriezh al livour rusian Michail a Wylie, keneil d'e familh e yeas oaded a 16 vloaz, tre, en atalier al livour Fernand Cormon.
Goude bezañ graet anaudegezh gant livourien en atalier Cormon e voe argaset eus an atalier, hag e yeas da bourmen en Normandie hag e Breizh. Kejañ reas ouzh Emile Schuffenecker, a roas dezhañ ul lizher evit en em ginnig da Baul Gauguin. Mont reas Bernard da Pont-Aven, hogen nebeut a zarempred en doe gant Gauguin, d'ar c'houlz-se.
Ober reas anaoudegezh gant Vincent van Gogh e Paris. E-kerz ur prantad pointilist e voe d'ar c'houlz.
En 1887 e tistroas da Normandie ha da Vreizh, kinklañ reas ar gambr ma oa enni e leti itron ar Masson e Sant-Briag, a-raok dont da Bont-Aven.
Gauguin ha Charles Laval a oa d'ar mare-hont e Martinik. Kimiadiñ reas gant ar pointilisme evit mont davet ar c'hloisonisme, bet ijinet gant Louis Anquetin.
E 1888, e voe a-zevri o tarempredi gant Gaugin. Bernard a voe gant e c'hoar Madalen, tri bloaz yaouankoc'h evitañ, e Pont-Aven. En ur prantad pouezus en em gavas Bernard ha Gauguin, graet e voe ganto ur sintezenn etre ar meizadel hag ar simbolegezh. Savet e voe ganto ar sintetelezh : goude ur weladenn, an elfennoù a na vezont ket dalc'het soñj outo a vez skarzet. Ar stummoù a zo eeunoc'h, hag an dibab livioù n'int ket ken fonnus.