Abelardo Barroso Dargeles (La Habana, 21 Gwengolo 1905 - idem, 27 Gwengolo 1972) a oa ur soner ha kaner kuban brudet er bloavezhioù 1950.
E 1925 e kanas gant ar Sexteto Habanero, hag e 1926 ec'h enrollas gant Sexteto Boloña Alfredo Boloña. En 1927 e voe kaner gant Septeto Nacional Ignacio Piñeiro. Meur a wech e reas enrolladurioù e New York.
En 1929–1930 ez eas gant al laz Salmerón d'ober un dro vras da Spagn. Pa zistroas da Guba en 1931, ez eas gant al laz Orquesta Ernesto Muñoz. En 1933 e savas ar charanga López–Barroso gant Orestes López.