Alexandra Maria Lara, pe Alexandra Plătăreanu hervez hec'h anv-dimezell, ganet d'an 12 a viz Du 1978 e Bukarest, a zo un aktourez alaman, genidik eus Roumania.
E Bukarest e voe ganet, ha hi bugel nemeti an aktor Valentin Plătăreanu hag e wreg Doina. E 1983 e tivizas he familh dilojañ da Alamagn ar C'hornôg evit tec'hout rak diktatouriezh Nicolae Ceauşescu. Daoust m'o devoa soñjet mont betek Kanada e oant aet d'en em staliañ da Freiburg im Breisgau, e Baden-Württemberg.
Ken abred ha pa oa 16 vloaz e c'hoarias e filmoù skinwel. He ferzh brudetañ a voe er film Der Untergang (2004) ma c'hoarias perzh Traudl Junge, hag a oa sekretourez Adolf Hitler. Plijout a reas ar pezh he doa graet er film-se da Francis Ford Coppola, neuze e skrivas ur lizher dezhi da ginnig dezhi c'hoari ur perzh bras en e film Youth Without Youth (2007). E 2007 e c'hoarias er film The Dust of Time gant Theo Angelopoulos, asambles gant aktorien all evel Harvey Keitel ha Bruno Ganz hag er memes bloavezh e c'hoarias perzh Annick Honoré (karedig Ian Curtis) er film Control.