Christophe Honoré
Christophe Honore , bet ganet d'an 10 a viz Ebrel 1970 , a zo ur skrivagner, filmvarner, senarioer ha filmaozer breizhat.
Christophe Honore, bet ganet e Karaez , zo bet o chom e Rostren e-pad e yaouankiz. War-lerc'h en deus studiet al lizhiri modern hag ar sinema e Roazhon . Adalek 1995 e teu da vezañ kronikour e Pariz evit meur a gelaouenn, Les Cahiers du cinéma en o zouez[ 1] .
Displeget eo bet e bezh-c'hoari kentañ Les débutantes e Festival Off Avignon e 1998 . Dont a ra en-dro e 2005 er festival "in" ar wech-mañ, gant Dionysos Impuissant hag a zo azasadenn a-vremañ Ar Bakantezed gant Euripides . Louis Garrel a c'hoari Dionysos ha Joana Preiss a zo Semele .
En e oberennoù evit ar re yaouank e stag Christophe Honore gant temoù diaes : an emlazh, an HAZA , gevier an dud deuet, an insest pe sekredoù familh.
Gant e film Dans Paris eo bet gwelet gant filmvarnerien c'hall evel hêr ar sinema Nouvelle-Vague . Lod eus e filmoù ha senarioioù (Les filles ne savent pas nager pe Dix-sept fois Cécile Cassard ) a gomz diwar-benn darempredoù heñvelreviat pe lesbian .
E romantoù evit ar re yaouank a zo embannet gant L'École des Loisirs .
1996 : Tout contre Léo (evit ar re yaouank)
1996 : C'est plus fort que moi (evit ar re yaouank)
1997 : Je joue très bien tout seul (evit ar re yaouank)
1997 : L'Affaire petit Marcel (evit ar re yaouank)
1997 : L'Infamille (Éditions de L'Olivier, ISBN 2-87929-143-7 )
1998 : Zéro de lecture (evit ar re yaouank)
1998 : Une toute petite histoire d'amour (evit ar re yaouank)
1998 : Je ne suis pas une fille à papa (evit ar re yaouank)
1999 : Les Nuits où personne ne dort (evit ar re yaouank)
1999 : Mon Cœur bouleversé (evit ar re yaouank)
1999 : Bretonneries (evit ar re yaouank)
1999 : La Douceur (Éditions de L'Olivier, ISBN 2-87929-236-0 )
2002 : Scarborough (Éditions de L'Olivier, ISBN 2-87929-310-3 )
2005 : Le Livre Pour Enfants (Editions de l'Olivier)
2000 : 17 Fois Cécile Cassard , Béatrice Dalle ha Romain Duris .
2002 : Tout contre Léo (telefilm), Yaniss Lespert , Pierre Mignard ha Marie Bunel .
2004 : Ma mère , Louis Garrel , Isabelle Huppert hag Emma de Caunes .
2006 : Dans Paris , Romain Duris , Louis Garrel ha Guy Marchand .
2007 : Les Chansons d'amour , Louis Garrel , Ludivine Sagnier , Clothilde Hesme , Chiara Mastroianni - dibabet en-ofisiel gant Festival Cannes e 2007.
2008 : La Belle Personne , gant Léa Seydoux ha Louis Garrel
2008 : Hôtel Kuntz, film berr
2009 : Non ma fille tu n'iras pas danser , gant Chiara Mastroianni
2010 : Homme au bain
2011 : Avant la haine digant Alex Beaupain kanet gant Camélia Jordana hag Alex Beaupain, clip
2011 : Les Bien-aimés , gant Catherine Deneuve , Chiara Mastroaianni, Ludivine Sanier, Louis Garrel
2014 : Métamorphoses
↑ Buhez Christophe Honore . christophe-honore.net .