Daniel Ivernel

Daniel Ivernel, bet ganet Jacques Émile Julien Ivernel d'an 3 a viz Mezheven 1918[1] e Versailhez (Seine-et-Oise d'ar mare-se, Bro-C'hall) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Du 1999 e Pariz XV (Bro-C'hall), a oa un aktour (c'hoariva, sinema ha skinwel) gall.

Bet ganet en ur familh a genwerzhourien e voe desavet ar paotrig gant e vamm-gozh e Chaumont-en-Vexin (Oise). Eno eo ec'h arvestas ouzh Les Cloches de Corneville c'hoariet gant ur strollad aktourien c'hoariva red. Bamet-tre gant an abadenn-se e reas e vennozh mont da gomedian, eñ ivez.

Studiañ a reas e Skol-c'hoariva vroadel Pariz ha kregiñ gant e vicher e Théâtre des Mathurins, kent mont da ezel eus an Théâtre national populaire. E-pad ur prantad berr (miz Gwengolo-miz Kerzu 1947) e voe degemeret er gComédie-Frañçaise (distreiñ a reas di e-pad ur prantad ken berr all e miz C'hwevrer 1961).

Ar filmaozer gall Louis Cuny an hini eo a roas e gentañ roll dezhañ er sinema e 1946. Ne voe ken niverus-se ar filmoù sinema a gemeras perzh enne koulskoude. E 1953 e timezas d'an aktourez c'hall Christiane Lasquin (1929-1988). Dont a reas poan-spered dezhañ war-lerc'h marv e wreg ha dre na gave fred ebet. Ma klaskas en em lazhañ en e ranndi e karter Montmartre : tremen a reas en ospital.

E bezhioù-c'hoari

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

War al lec'hienn Les Archives du Spectacle.

1950-1959 : naontek film (pevar warn-ugent en holl)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1960-1969 : unnek film (pemp ha tregont en holl)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1970-1979 : daouzek film (seizh ha daou-ugent en holl)

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Hervez al lec'hienn Les GENS du CINEMA [1].