Eil brezel-bed, 1944: d'an 22 a viz Eost e penn-kentañ an endervezh e voe lazhet tri soudard eus un unanad gweladenniñ eus ar 1st Battalion Royal Ulster Rifles (Rouantelezh-Unanet) e Deauville. D'an 23 e teu an 3vet Kompagnunezh eus ar Vrigadenn Piron (Belgiz-Luksembourgiz) tre e Deauville bet dilezet gant an 346vet Rannlu Troadegiezh (Jeneral Diestel) alaman[1]. Mervel a reas 23 den nann-soudard e Deauville e 1944 abalamour d'ar brezel[2].
Gustave Flaubert (1821-1880), skrivagner, a oa boaz da vont eno pa ne oa nemet ur gêriadenn lec'h ma oa e zud perc'henned d'un atant a oa gwerzhet gantañ e 1875[5].
Rita Hayworth (1918-1987), aktourez stadunanat : bet e oa o chom eno er bloavezhioù 1950 gant he gwaz ar priñs Ali Khan
Yves Saint Laurent (1936-2008), stilour ha krouer, a oa boaz da chom eno. Digeriñ a reas unan eus e stalioù kentañ er c'hazino. Ur blasenn zo bet anvet diwar e anv.