Dita Parlo, bet ganet Grethe Gerda Kornstädt d'ar 4 a viz Gwengolo 1908 e Stettin (Impalaeriezh alaman d'ar mare-se) hag aet da Anaon d'an 12 a viz Kerzu 1971[1] e Courbevoie (Hauts-de-Seine a-vremañ, Bro-C'hall), a oa un aktourez sinema alaman.
Dizoloet e voe Dita Parlo gant an den a sinema alaman Erich Pommer tra ma oa-hi o teskiñ e Skol arz ar c'hoariva an Universum Film AG (pe UFA c'hoazh). Dont a reas da vezañ un aktourez vrudet da vare Republik Weimar, anavezet-mat he fennad-blev melen.
Ne reas ket berzh en Hollywood pa glaskas kendelc'her gant he micher er Stadoù-Unanet Amerika ha, da c'houde, ret e voe dezhi klask repu e Bro-C'hall da dec'hel diouzh an Nazied. Eno e talc'has he ferzhioù brudetañ, e L'Atalante (Jean Vigo) ha La Grande Illusion (Jean Renoir) peurgetket.
Pa darzhas an Eil Brezel-bed e voe berzet outi ober he micher e Bro-C'hall en abeg d'he broadelezh alaman. Bac'het e voe ha diaes he buhez betek 1949 pa voe didamallet da vat eus hec'h obererezhioù e-pad ar brezel. E 1949 eo ivez ec'h euredas d'ar pastor Franck Gueutal he devoa kejet gantañ pa oa-hi bac'het.
Siwazh dezhi en devoa kendalc'het ar sinema da vont war-raok, hepti, ha ne gemeras ket perzh nemet e daou film diwar neuze.