Sir Edward Burne-Jones (28 a viz Eost 1833 e Birmingham – 17 a viz Even 1898 e Londrez) a oa ul livour breizveuriat, ezel eus al luskad rakrafaelour.
Mervel a reas e vamm un nebeud deizioù goude e c'hanedigezh, neuze e voe desavet gant e dad. E Birmingham edo o chom betek e 20 vloaz. Er skol e oa barrek war ar matematik hag an tresañ.
E 1853 ez eas da studiañ da Exeter College en Oxford, hag eno e kejas gant William Morris. E 1855 ez ejont da veajiñ asambles e norzh Frañs. Ur wech distro e tivizas Burne-Jones e teufe da vezañ livour, tra ma tivizas Morris e vefe savour.
An daou anezho a guitaas Oxford e 1856 hep bezañ tapet diplom ebet. Er memes ranndi edont o chom e Londrez. Er ranndi-se e oa bet al livourien Dante Gabriel Rossetti ha Walter Deverell araozo. War-bouez un nebeud kentelioù gant Rossetti e teskas Burne-Jones e-unan. E oberennoù kentañ a voe tresadennoù ha dourlivadurioù diazezet war dodennoù al lennegezh romantel.
E 1860 e timezas gant Georgina McDonald. En em staliañ a rejont en un ti a oa bet perc'hennet gant al livour Henry Wallis, ha darempredoù o doe gant Morris hag e wreg. Burne-Jones a c'hounezas e damm bara dre dresañ evit krouerien gwer-livet, hag an treser implijet ar muiañ gant ar gompagnunezh savet gant Morris e voe.
En 1862 e veajas da Italia evit an eil gwech (e veaj kentañ en doa graet e 1858), gant e wreg hag ar buruteller John Ruskin. Er memes mare e tiazezas e stil, ennañ elefennoù rakrafaelour, re glasel ha re all a denne da arzourien gentidik Italia.
Burne-Jones a blije dezhañ livañ tud, peurliesañ dre sellout outo. Sed ar pezh a reas bemdez azalek 1867. E 1870 e voe lakaet diaes abalamour da daou dra. Reuz a savas abalamour d'e daolenn Phyllis and Demophoön, ma tiskoueze ur c'houblad en e noazh, ha neuze e rankas reiñ e zilez eus Old Watercolour Society, padal e oa bet ezel anezhi abaoe 1864. Reuz a savas ivez abalamour d'e zarempred gant Maria Zambaco, ur plac'h hag a oa implijet da skouer gantañ.
Stagañ a reas da vat gant an eoullivañ, ha brudet e teuas da vezañ. E Frañs e voe brudet ivez, ha meur a oberenn diwar e zorn a voe diskouezet e Diskouezadeg etrevroadel 1878 e Pariz. Er memes koulz e livas taolennoù brudet evel The Golden Stairs (1880) ha King Cophetua and the Beggar Maid (1884), hag a c'haller gwelout en Tate Gallery e Londrez.
Kenderc'hel a reas ivez da genlabourat gant Morris, hag e dresadennoù a voe implijet da ginklañ karreladurioù, pianoioù, bravigoù, dilhad c'hoariva ha pallennoù-moger.
E 1885 e voe degemeret en Akademiezh Livañ ar Roue, daoust ma ne oa ket tre a-du. Ur wech nemetken e tiskouezas e oberennoù, hag e zilez a roas e 1893. E 1894 e voe noblet gant William Ewart Gladstone.
E-touez an oberennoù diwezhañ savet gantañ e voe ar 57 skeudenn a voe implijet e-barzh embannadur oberenn glok Chaucer (1895), embannet gant Kelmscott Press, hag a oa renet gant Morris.