Havana a zo ur film saoznek, sevenet gant ar filmaozer stadunanat Sydney Pollack (1934-2008) e 1990.
Unan eus filmoù diwezhañ Pollack e oa, savet war-lerc'h Out of Africa (1985) hag a-raok The Firm (1993).
Ken tenn e oa an darempredoù etre Stadoù-Unanet Amerika (SUA) (George H. W. Bush ar prezidant anezhe) ha Kuba (Fidel Castro ar prezidant anezhi) d'ar c'houlz ma krogas Pollack gant e raktres film ma ne voe ket aotreet da filmañ e Kuba. Se zo kaoz e voe ret dezhañ mont da Republik Dominikan da gas e oberenn da benn.
- Doare : Drama, Istor,
- Skoazellerien-sevener : Lee Cleary, José Luis Escolar ha David Tomblin,
- Senario : Judith Rascoe ha David Rayfiel,
- Kevredadoù produiñ : Mirage Enterprises hag Universal Pictures,
- Produourien : Sydney Pollack ha Richard A. Roth,
- Rener produiñ : Ronald L. Schwary,
- Kevredadoù dasparzhañ :
- Rener ar skeudenniñ : Owen Roizman,
- Ijinour ar son : Peter Handford,
- Aozer ar sonerezh orin : Dave Grusin,
- Kinklour : Michael Seirton,
- Dilhataer : Bernie Pollack,
- Farderien : Thomas Hoerber, Dennis Liddiard ha Gary Liddiard,
- Frammerien : Fredric Steinkamp ha William Steinkamp,
- Kenurzhier an efedoù arbennik : Tony Vandenecker,
- Prantad filmañ : adalek an 22 a viz Du 1989,
- Lec'hioù filmañ : Republik Dominikan (Santo Domingo peurgetket), Key West (Florida) (SUA),
- Deiziad dont e-maez : 14 a viz Kerzu 1990 ( Stadoù-Unanet),
- Padelezh : 144'.
Emeur e 1958 hag emañ gouarnamant Batista (1901-1973) war e dalaroù ken diaes e teu da vezañ d'an arme guban talañ ouzh dispac'herien Fidel Castro er vro a-bezh. Paradoz ar c'hasterezh hag ar c'hoarioù a bep seurt ez eo La Habana[1], ar gêr-benn. C'hoari 'r c'hartoù eo micher Jack Weil hag el lestr-treizh a gas anezhañ da Guba e kej gant Roberta Duran, ur gaer a gubanez hag a asant Weil tremen he c'harr-tan dirak ar valtetourien ha tud ar servijoù kuzh kuban. Gwreg eo da Arturo Duran, unan eus pennoù bras an eneberien ouzh renad Batista. Paket eo Duran gant tud ar c'horonal Monecal ha redek a ra ar vrud eo bet drouklazhet goude bezañ boureviet gante. Ret eo da Jack Weil ober un dibab : chom neptu hag e-maez ar jeu pe reiñ sikour d'an Dispac'h ha, war un dro, d'ar vaouez e krog e galon da vezañ piket ganti...
- Robert Redford : Jack Weil,
- Lena Olin : Bobby Duran,
- Alan Arkin : Joe Volpi,
- Tomas Milian : Menocal,
- Daniel Davis : Marion Chigwell,
- Tony Plana : Julio Ramos,
- Betsy Brantley : Diane,
- Lise Cutter : Patty,
- Richard Farnsworth : ar c'helenner,
- Mark Rydell : Meyer Lansky,
- Vasek Simek : Willy,
- Fred Asparagus : Baby Hernandez,
- Richard Portnow : Mike MacClaney,
- Dion Anderson : Roy Forbes,
- Carmine Caridi : ar c'habiten Potts,
- James Medina : ar c'horporal,
- Joe Lala : an den a aferioù kuban,
- Salvador Levy : eiler Menocal,
- Bernie Pollack : an den el leti,
- Owen Roizman : Santos,
- Victor Rivers : ur c'huban yaouank,
- Alex Ganster : ur c'huban yaouank,
- René Monclova : un den,
- Miguel Ángel Suárez : un den,
- Segundo Tarrau : Ricardo,
- Felix German : Tomas,
- Giovanna Bonnelly : Monica,
- David José Rodriguez : Bufano,
- Franklin Rodríguez : José,
- Hugh Kelly : Carlos,
- Terri Hendrickson : un dañser,
- Karen Russell : un dañserez,
- David Gibson : ar martolod,
- Adriano Gonzalez : ar c'habiten rebell,
- Raul Rosado : ar serjant,
- Mildred I. Ventura : ar vaouez er genkiz o teviñ,
- Pepito Guerra : merour ar Floridita,
- Anthony Bayarri : merour ar c'hazino kuban,
- Alfredo Vorshirm : an den e smoking er c'hazino,
- Bonita Marco, Sharon Velez ha Darlene Wynn : an emziwiskerezed,
- Miguel Bucarelly : Gomez,
- Carlos Miranda : un enseller,
- Enrique Chao Barros : un enseller,
- Daniel Vasquez : ar bugel,
- Carmen De Franco : mamm-gozh Monica,
- Raul Julia : Arturo Duran.