Skrivet en deus kalz levrioù na c'heller renkañ e rummad ebet (mainstream fiction e saozneg) a sinas "Iain Banks" tra ma sinas "Iain M. Banks" e skridoù skiant-faltazi, an « M. » o vezañ evit Menzies ([ˈmɪŋᵻz]Selaou
), an anv kreiz a oa bet dibabet gant e dud met disoñjet gant e dad pa oa aet da zisklêrian ar c'hanedigezh.
Goude graet berzh gant e romant kentañ, The Wasp Factory e 1984 e tivizas mont da skrivagner a-vicher. E 1987 e voe embannet e romant skiant-faltazi kentañ, Consider Phlebas, a voe levr kentañ e stirad The Culture, dek levr ennañ, a zo bet embannet betek ar bloaz 2012.
D'ar 16 a viz C'hwevrer 1954 e voe ganet Iain Banks e Dumferline, e kontelezhFìobha[1], bugel nemetañ ur ruzikerez war skorn hag un ofiser en amiraliezh ar Royal Navy. Betek e navet bloaz e vevas e Port na Banrighinn a Tuath (North Queensferry) war ribl Firth of Forth m'edo e dad o labourat. Goude-se e voe anvet an ofiser e Gourock en Inbhir Chluaidh. E levraoueg Gourock e kavas Iain Banks levrioù S-F, Kemlo and the Zones of Silence gant E. C. Eliott an hini kentañ anezho ; kenderc'hel gant ar stirad Kemlo a eure, ar pezh e vroudas da skrivañ istorioù skiant-faltazi d'e dro. D'e 11 vloaz e skrivas e istor kentañ, ha da 16 vloaz e romant kentañ, The Hungarian Lift-Jet, un istor spierezh na voe embannet biskoazh[2].
Goude bezañ bet skoliataet e Gourock ec'h eas Iain Banks e 1972 da Skol-veur Stirling, ma studias ar saozneg, ar brederouriezh hag ar vredoniezh, ha ma voe diplomet e 1975. Eno e skrivas e eil romant, TTR / The Tashkent Rambler e-kerzh ar bloavezh-studi kentañ[3].
Kerkent hag echu e studi, oadet a 21 bloaz, e krogas da labourat du-mañ-du-hont en ur virout e abardaevezhioù evit skrivañ. P'en deveze amzer vak e veaje dre Europa ha Norzhamerika. Tri romant S-F a skrivas etre 1974 ha 1979, a zo chomet diembann.
Tregont vloaz e oa Iain Banks pa zeuas e romant kentañ, The Wasp Factory, a-zindan ar wask e ti MacMillan e London ; mennet e oa d'e sinañ "Iain M. Banks", met nac'het e voe gant an embanner, war zigarez ma oa re dost da Rosie M. Banks, un dudenn en istorioù hollvrudet P. G. Wodehouse (1881-1975). Tost d'ar skiant-faltazi eo danvez ar romant, pa c'hall al lec'h bezañ ur blanedenn hag an haroz bezañ un arallvedad, ken iskis m'eo an istor[4].
Bloaz war-lerc'h, e miz Meurzh 1985, e voe embannet gant MacMillan eil romant Iain Banks, Walking on Glass. E 1986 e voe embannet The Bridge, hag Espedair Street e 1987, a voe lennet war gwagennoù ar skingomz BBC Radio 4, gant kanaouennoù skrivet ha sonaozet gant ar skrivagner e-unan[5].
E 1987 ivez e voe embannet e gentañ romant skiant-faltazi, Consider Phlebas, sinet « Iain M. Banks » diwar c'houlenn ar skrivagner evit diforc'hañ e labour war dachenn an S-F diouzh e skridoù all. Berzh bras a eure al levr, koulz hag an nav all er stirad The Culture. A-zivout ar stirad-se e tisklêrias Iain M. Banks bezañ bet levezonet gant skridoù Brian W. Aldiss, Isaac Asimov, Arthur C. Clarke, Robert A. Heinlein, M. John Harrison ha Dan Simmons[6].
E miz Ebrel 2013 ec'h embannas Iain Banks e oa paket gant kankr ar gellenn vestl[7] ; mervel a eure d'an 9 a viz Mezheven[8].
Betek e dremenvan e kendalc'has Iain (M.) Banks da skrivañ skiant-faltazi ha mainstream fiction : nebeut goude e obidoù e teuas er-maez e levr diwezhañ, The Quarry, e 27vet romant.
Er bloaz 2015 e voe embannet e labour diwezhañ, un dastumad barzhonegoù anvet Poems[9].
2013 : d'an 23 a viz Mezheven, goude marv ar skrivagner eta, e voe roet an anv « 5099 Iainbanks » d'an asteroidenn 1985 DY1 bet kavet gant ar steredoniour H. Deleborgne d'ar 16 a viz C'hwevrer1985[18].
2015 : Elon Musk en deus roet da ziv eus gobarioù an embregerzh SpaceX anvioù listri tennet eus ar romant The Player of Games : Just Read The Instructions[19] hag Of Course I Still Love You[20].
2019 : an ergerzhadeg danvor Five Deeps Expedition a roas d'he listri anvioù tennet eus ar stirad The Culture[21]
2021 : un trede gobari da SpaceX zo bet anvet A Shortfall of Gravitas goude ul lestr er romant Look to Winward[22].
1987 : A Gift from the Culture, er gelaouenn saoz Interzone niv. 20, Hañv 1987, p. 44. • Scratch, er gelaouenn Fiction, levrenn 6, niv. 6, Eost 1987. • Descendent, en deskad Tales from the Forbidden Planet[26] • Cleaning Up[27].
1988 : Excerpt: The Player of Games, [28] • Road of Skulls, en deskad 20 under 35 – Original Stories by Britain's Best New Young Writers[29].
1989: Piece, er gelaouenn The Observer"" • The State of the Art, en dastumad heñvelanvet[30]. • Odd Attachment, en deskad Arrows of Eros[31].
1994 : Against a Dark Background (Epilogue), en deskad A Mexicon Decade[32]
1999 : The Bridge (excerpt), en deskad An Anthology Scottish Fantasy Literarure[33]
2010 : The Secret Courtyard, en dastumad The Spheres.
Dastumadoù
1988 : The State of the Art (Rod of Skulls, A Gift from the Culture, Odd attachment, Descendent, Cleaning Up, Piece, The State of the Arte ha Scratch.)[34].
2010 : The Spheres (The Spheres, The Secret Courtyard)[35].