Jack McDevitt (g.1935) a zo ur skrivagner skiant-faltazi a vez alies e romantoù o livañ arnodennoù a genstokat gant gouennoù ezdouarel ha ezarkeologiezh.
An danevelell kentañ embannet gantañ a voe "The Emerson Effect" e Twilight Zone 1981. Daou vloavezh diwezhatoc'h e embannas e romant kentañ The Hercules Text a-zivout dizoloadenn un arouez ezdouarel hag an efedoù diwar ar sevenadur denel.
Gant The Engines of God (1994) e kinnigas Jack McDevitt unan eus temoù pennañ e oberenn : un hollved a oa kalz buhez speredek ennañ gwechall met ma vez kavet nemet rivinoù hiziv. E bersonnaj bennañ, ar bleinier Priscilla Hutchins, a gaver e tri romant ouzhpenn e Deepsix (2001), Chindi (2002), hag Omega (2003).
Studiañ a reas Jack McDevitt e LaSalle College ma c'hounezas un eus e zanevelloù priz ar Freshman Short Story Contest. Embannet e voe e kazetenn ar skolaj : Four Quarters. Paouez da skrivañ a reas, avat, peogwir ne grede ket e c'hellfe bezañ ken vat ha Charles Dickens. E 1980 hepken e adkrogas, kalonekaet gant e wreg Maureen.
|
|