Jack Pinoteau pe Jacques Pinoteau, bet ganet Jack Albert Louis Charles Ningler e Clairefontaine-en-Yvelines (Yvelines, Bro-C'hall) d'an 20 a viz Gwengolo 1923, ha marvet e 2017, a zo un aktour, ur filmaozer ha saver senario gall.
Mab ar rener sinema Lucien Pinoteau (1887-1963) n'halle Jack Pinoteau nemet dispenn e roudoù er memes metoù.
Breur eo d'ar ganourez ha komedianez c'hall Arlette Merry (1918-) ha d'ar filmaozer ha saver senario gall Claude Pinoteau (1925-2012).
Berzh bras a reas gant Le Triporteur e 1957, rannet gant Darry Cowl, pennañ aktour ar film. Estreget ar sinema a voe a-hed e vicher dre ma kemeras perzh en un nebeud stiriadoù skinwel evel sevener : Poly, Les Globe-trotters ha L'Amateur ou S.O.S. Fernand.