Kemperle

Kemperle
Ar c'hoc'hu hag iliz ar Groaz Santel (XIvet kantved)
Ar c'hoc'hu hag iliz ar Groaz Santel (XIvet kantved)
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Quimperlé
Bro istorel Kernev Kernev - Bro-Wened Bro-Wened
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Kemperle (pennlec'h)
Kod kumun 29233
Kod post 29300
Maer
Amzer gefridi
Michaël Quernez
2014-2020
Etrekumuniezh Kemperle Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 12 077 ann. (2020)[1]
Stankter 381 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 52′ Norzh
3° 33′ Kornôg
/ 47.87, -3.55
Uhelderioù bihanañ 2 m — brasañ 83 m
Gorread 31,73 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kemperle

Kemperle a zo ur gumun e departamant Penn-ar-Bed, e Mervent Breizh. Pennlec'h kanton Kemperle eo. Emañ war varc'h etre Kerne, tu kornôk ar stêr, ha Bro-Wened, tu reter ar stêr Izol.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stêrioù Kemperle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • M.N Bouillet (1863) : gwechall Quimper-Ellé
  • Bernard Tanguy (1990)  : Villa Kermperlegium, c. 1050; Kemper, c. 1050; Kemperele, c. 1050; Kemperelle, 1146; Kemperele, 1364; Kemperle, 1462
  • Erwan Vallerie (1995) : Anauroth scilicet Kemper XIvet; Kemperlensem 1038; Villa Kemperelegium c 1050; Camperelegio 1135; Kimper 1160; Kernperele 1220; Kemperle 1239; Kemperle 1267; Kuemperele 1275; Kemperle, Kemperele 1304; Kimperle, Kemperele; Kemperle 1343; Kemperele 1354; Kampperle 1366; Kemperele 1368; Keremperle 1371; Kamperlle 1375; Kemperle 1384; Kimperle 1395, Kemperele, Kemperle 1415; Kimperle 1423; Kemperle 1425; Quemperle 1442; Kemperle 1451; Kemperleyo 1453 ; Kaemperelleyo 1480; Kemperle 1516; Kimperle 1533; Kemperelle 1536; Querperle 1630; Quinperle 1654; Kèmperle, Quimperle 1709

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Dont a ra anv kêr eus hini kember ar stêrioù Ele hag Izol.

Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Ur skol Diwan a zo eno abaoe 1989.
  • Un hentad divyezhek publik a zo eno abaoe 2010 er skol Bisson.
  • E distro-skol 2023 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 107 skoliad (8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2]

Prizioù dazont ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En erminoù e c'hilhog en gul, iziliet ha klipennet en aour.
  • Diwar ardamezeg d'Hozier (1696)

Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dezougen[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • An hent roman eus Darioritum (Gwened bremañ) da Lokmaria-Kemper a dreuze an Ele e Kemperle, an hent roman eus Vorgium (Karaez bremañ) d'ar Pouldu a dreuze Kemperle hag ur "c'hastrum" a voe savet gant ar Romaned war lez dehoù an Ele da ziwall an hentoù[6].

VIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer 1790 e voe lakaet Kemperle da benn ur bann[8].
  • Tennet e voe trev Sant-Dewi (Saint-David ez-ofisiel) digant Redene ha staget e voe ouzh kumun Kemperle[9].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: e penn-kentañ 1791 e voe graet al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù e parrez Sant-Mikael gant Louis Barbé, person, Thomas Bizien, kure, Fougerolle ha Pierre Davan, menec'h ag urzh Sant Benead, Robert Lallemant, priol e kouent Sant Maoris ha Joseph Bigeon, manac'h ag urzh Sant Fransez; nac'het e voe al le e parrez Sant Mikael gant Lamoignon, aluzenner an ospital, ha Latour, jezuist, aluzenner an Ursulinezed, hag e parrez Sant Kolomban gant Regnier, person, Forget, kure, Frogerays, beleg da sikour kovez ha Boisrouvray, jezuist, e trev Sant Dewi gant Le Moign ha Guennec, kureed, hag e parrez Lotea gant ar person, Galliot e anv[10].

XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas 342 waz eus ar gumun, da lavaret eo 3,72% eus ar boblañs e 1911, abalamour d'ar brezel[11].

Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Mervel a reas 51 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[12].
Anv J. Hascouat, un den eus Kemperle, ouzh monumant ar re fuzuilhet e Porzh-Loeiz
  • C'hwec'h gwaz eus Kemperle a voe fuzuilhet e miz Gouhere 1944 gant an Alamaned e Kerfani e Molan[13].
  • D'an 23 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv pevar den eus ar gumun e-tal gwikadell Porzh-Loeiz. Er Rezistañs e oant; fuzuilhet e oant bet gant al lu alaman[14].

Brezelioù didrevadennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brezel Indez-Sina[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas seizh milour eus ar gumun[15].
Brezel Aljeria[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Mervel a reas seizh milour eus ar gumun[16].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emdroadur ar boblañs adalek 1793 betek 2012

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud beziet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arzourien bet awenet gant Kemperle[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Auffret[17]

aotrounez ar Gosker ha Kerizag

En glazur e gebrenn en aour heuliet gant teir Katellrodenn ivez en aour
Daniel de Saint-Alouarn [18]

Aotrounez al lerc'h se , ha Kervéguen, e Gwengad.

En glazur e leonerezh en argant

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bro Kêr Abaoe
Alamagn Gellenkirschen 1966
Kernev-Veur Lyskerrys 1975
Iwerzhon Baile Átha an Rí 2003
Mali Nara 2003

Gouelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Taol Kurun, bep bloaz abaoe 1995, e dibenn miz Genver

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Distro-skol ar c’helenn divyezhek
  3. Ofis Publik ar Brezhoneg
  4. Memorial Genweb
  5. Université de Lille
  6. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajennoù 16 ha 17.
  7. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé (pajenn 24), e ti an aozer
  8. J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.105.
  9. Glad
  10. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajennoù 51 ha 52.
  11. (fr)Memorial Genweb
  12. Memorial Genweb
  13. "Le Télégramme", Kerfany-les-Pins. Hommage aux 21 résistants fusillés
  14. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
  15. Memorial Genweb
  16. Memorial Genweb
  17. Michel, mizer Kemperle e 1620; Pierre, belif Kemperle e 1696; ul letanant ouzh gwardoù ar Roue e 1828
  18. - Daniel de Saint-Allouarn, abad Kemperle e 1521. Aet da Anaon e 1553.