Lorenzo Fernández (lesanvet El Patrón pe Gallego), bet ganet d'an 20 a viz Mae 1900 e Redondela (Proviñs Pontevedra, Spagn) hag aet da Anaon d'ar 16 a viz Du 1973 e Montevideo (Uruguay), a oa ur melldroader etrebroadel uruguayat (difenner e bost dezhañ war an dachenn). Mont a reas da c'hourdoner Peñarol (1941-1942) ha Liverpool Fútbol Club (1950), war-lerc'h e amzer c'hoarier.
Chomet e oa da c'hoari, a-hed e vicher, e kleuboù en Uruguay :
Ur wech ha tregont en devoa douget krez La Celeste[1] etre 1925 ha 1935, ha merket pevar fal.
Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1929 ha 1930.
Aet e oa ar maout gant skipailh Uruguay, hag eñ ezel anezhañ, da-geñver dalc'hioù 1926 ha 1935.
Ezel e oa eus ar skipailh a yeas ar vedalenn aour gantañ da-geñver C'hoarioù Olimpek hañv 1928 (en Amsterdam, Izelvroioù).
Kemeret en devoa perzh Lorenzo Fernández en un dalc'h hepken :