Lucien Laurent | ||
---|---|---|
Stade Rennais UC, 1936 | ||
Buhezskrid | ||
Broadelezh : | gall | |
Ganedigezh : | 10 a viz Kerzu 1907 e Saint-Maur-des-Fossés (Seine d'ar mare-se) | |
Marv : | 11 a viz Ebrel 2005 e Besançon (Doubs) | |
Ment : | 1,60 m | |
Michereg : | 1932-1946 | |
Post : | Askellour dehou (peurvuiañ) | |
Prantad amatour | ||
Amzer | Kleub | |
1921-1930 | KA Pariz | |
1930-1932 | FK Sochaux | |
Prantad micherel | ||
Amzer | Kleub | K/P1 |
1932-1933 | Kleub gall | |
1933-1934 | KA Pariz | |
1934-1935 | FK Mülhausen | |
1935-1936 | FK Sochaux | |
1936-1937 | Stade Rennais UC | 32/112 |
1937-1939 | RK Straßburg | 28/4 |
1943-1946 | RKFK Besançon | |
Dibaboù e skipailh broadel3 | ||
Bloavezhioù | Skipailh | K/P |
1930-1935 | Bro-C'hall | 10/2 |
Skipailhoù gourdonet | ||
Bloavezhioù | Skipailh | |
1943-1950 | RKFK Besançon | |
1 Krogadoù/Palioù merket 2 Kevezadegoù broadel hag etrebroadel |
Lucien Laurent, bet ganet d'an 10 a viz Kerzu 1907 e Saint-Maur-des-Fossés (Val-de-Marne a-vremañ) hag aet da Anaon d'an 11 a viz Ebrel 2005 e Besançon (Doubs), a oa ur melldroader etrebroadel gall.
Goude bezañ kroget e vicher evel amatour er c'hleuboù KA Pariz (1921-1930) ha FK Sochaux (1930-1932) e tibabas mont da c'hoarier a vicher :
Evitañ da vezañ amatour d'ar mare-se c'hoazh, galvet e voe gant an dibaberien (Gaston Barreau, Jean Rigal, Maurice Delanche ha Jacques Caudron) da c'hoari gant skipailh Bro-C'hall a-benn ur c'hrogad a vignoniezh hag a voe kollet 2-0 ouzh hini Portugal (e Porto, d'ar Sul 23 a viz C'hwevrer 1930). Nav c'hrogad all en devoa kemeret perzh enne, daou anezhe e-kerzh Kib vell-droad ar bed 1930 a oa bet dalc'het en Uruguay (adalek an drizek betek an 30 a viz Gouere 1930) :
Chomet e oa brudet-kaer o vezañ ma oa gantañ e oa bet plantet kentañ pal kentañ Kib vell-droad ar bed : kement-mañ a c'hoarvezas d'an 13 a viz Gouere 1930 en Estadio de los Pocitos Montevideo (Uruguay), da-geñver ar c'hrogad a voe gounezet (4-1) gant skipailh Bro-C'hall ouzh hini Mec'hiko.