Maurice Challe oa un nijer hag ur jeneral gall ganet e Pontet (er Vaucluse) d'ar 5 a viz Gwengolo 1905 ha marvet an 18 a viz Genver 1979. Unan eus pevar aozer putsch ar jeneraled en Alger e voe e 1961.
E 1923 ez eas Challe da skol milourel Saint-Cyr ha dont a reas da vezañ isletenant e 1925. Diouzhtu goude kuitaat ar skol ez eas en aer-lu e lec'h ma voe stummet da vezañ nijer. E 1932 e voe uhelaet d'ar renk a gapiten. E 1937 ez eas da uhelskol an aer-lu hag e miz Gouere 1939 e beurechuas e stummadur a ofiser eus strollad pennoù-bras an arme.
E 1940, Challe a gemeras perzh e emgannoù en aer e Norzh Bro-Chall ha uhelaet eo d'ar renk a ofiser al "Légion d'honneur". Goude kolloù Bro C'hall, e zeas e penn ar strollad anavezadenn 2/14 e Avignon. E miz Mae 1944, pa laboure dindan al lezanv Guy, e kasas dielloù sekred an aer-lu alaman e Londrez. Goude dilestradeg Normandi e teuas da vezañ enseller en ur skouadrennig bombardiererien.
E 1947, Challe a zo bet uhelaet e strollad meur pennoù bras an aer-lu, hag e 1949, e voe roet dezhañ karg, gant renk jeneral brigadenn, an aer-lu gall e tiriadoù bro-diwall Maroko. E 1953, eo bet kaset da vezañ e penn uhel-skol brezel an aer-lu gall. Uhelet d'ar renk a jeneral rann-arme, e voe uhelaet c'hoazh d'ar c'harg a benn strollad pennoù bras an arme. Goude an anzavadur-se, d'ar 1añ a viz Here 1958, e deuas da vezañ war tachenn an aer-lu eiler ar jeneral Raoul Salan en Aljeria Gall.
E voe ezel eus an dileuriañ gall e pad emvodoù kuzh Sèvres (reizhoù Sèvres). Gantañ bez e oa Maurice Bourgès-Maunoury ha Christian Pineau. An emvod-se a brientas an oberiadur Mousquetaire a-benn enebiñ ouzh broadeladur kanol Suez gant ar prezidant Gamal Abdel Nasser.
Goude ma vefe bet distaliet ar jeneral Salan e kemeras e blas e Alger an 12 a viz Kerzu 1958. An eneberezh ouzh an FLN a voe kenaozet gant ar pezh an anver ar "plan Challe". E 1960 ez eo bet adkaset d'ar metropolenn e lec'h ma chomas da labourat e barzh karter jeneral an AFCENT en OTAN betek ma rofe e zilez e miz Genver 1961.
An 21 a viz Ebrel 1961, e klaskas kas da benn un taol-stad e Alger gant Raoul Salan, Edmond Jouhaud ha André Zeller (putsch ar jeneraled). Ar putsch-se a oa sturiet gant ar mennozh da enebiñ ouzh politikerezh De Gaulle e Aljeria. Met ne deujont ket a-benn da gemer ar galloud. Challe a voe toull-bac'het e Pariz er Santé.
An 31 a viz Mae 1961 e voe kondaonet, er memes koulz eget Zeller, gant ul lez-varn milourel. Koll a reas e wirioù keodedel ha toull-bac'het evit 15 bloaz. Met goude bezañ bet bac'het e Clairvaux hag e Tulle e voe dieubet en a-raok e miz Kerzu 1966 hag amnistiet gant De Gaulle e 1968. Embann a reas e eñvorennoù en ul levr anvet Notre Révolte. Mervel a reas an 18 a viz Genver 1979.