Paul Hindemith a oa ur sonaozour, penn-klaviaz hag arvoudour alaman, bet ganet e Hanau (nes da Frankfurt am Main) d'ar 16 a viz Du 1895 ha marvet e Frankfurt d'an 28 a viz Kerzu 1963
Studiet en deus ar violin e Frankfurt, da c'houde en deus sonet en Opera Frankfurt etre 1915 ha 1923. Etre 1921 ha 1929 e voe arvoudour ar pevarad Amar ma stourmo a-zevri evit sonerezh e amzer. Kerkent ha 1927 e voe anvet da gelenner sonaozouriezh e skol-seniñ Berlin ha goude-se e Suis e 1938 ma tivroas rak bountad ar naziegezh. Loc'hañ a reas d'ar Stadoù-Unanet lec'h ma kelenne e skol-veur Yale, evel kelenner sonaozouriezh, etre 1940 ha 1953. Degemeret e voe da geodad stadunanat e 1948. Distreiñ a reas da Europa ma annezas e Suis (kador kerzoniezh, skol-veur Zürich etre 1951 ha 1953).
E zastalmerezh, a reer Motorik anezhañ (« kefluskouriezh »), a zo tosus hag a venn bezañ « sorc'hennus ». Mont a ra da heklev donedigezh ar greantelaat hag ar c'heflusker, dre ma tinac'h Hindemith kement a zo fromus, bredoniel, dangorel, evel-henn etre sonerezh gwigour ha sonerezh nevez-klasel Hindemith a sin ur sonerezh personnel-kenañ (Gebrauchsmusik = Sonerezh talvoudour).
Gwall ec'hon eo e oberenn, en tu-hont da gant kenaozadur, hag emell a ra eus an holl stummoù. Hag eñ difennour gredus eus ar sonerez kempred, n'eo morse bet dedennet gant an daouzeksonelezh. Skrivet en deus ivez meur a oberenn damkaniel. Lakaet en deus sonerezh war barzhoniezh Rilke ha Christian Morgenstern.