Pierre Antoine Caron, bet ganet e Pariz IX (Seine d'ar mare-se, Bro-C'hall) d'ar 15 a viz Eost 1901 hag aet da Anaon e Caracas (Venezuela) d'an 22 a viz C'hwevrer 1971, a oa ur filmaozer, produour ha saver senario gall.
Kroget en devoa gwall abred gant e vicher dre ma oa nemet ugent vloaz pa sevenas e gentañ film L'Homme qui vendit son âme au diable ha div vloaz diwezhatoc'h hepken e savas Les Films Pierre Caron, e gevredad produiñ.
Pa voe dieubet Bro-C'hall diouzh an Alamaned, un nebeud mizvezhioù kent dibenn an Eil Brezel-bed, e kavas gwelloc'h tec'hout diouzh ar Vro dre m'edo war-nes bezañ tapet en ur blegenn lous a varc'had kuzh : e Kêr-gCaracas e reas e annez hag eno e varvas ivez.
E-touez e filmoù diwezhañ e savas Por el gran premio evel Pedro Antonio Caron hag an daou hini berr Esmeralda la Gitanilla ha Solea la Montesa evel Pierre-Antoine Caron.